Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/368

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

c’hellit ket, evel ar Zent, diskouez karantez d’ar re o deuz great drouk pe boan d’ehoc’h, arabad e d’ehoc’h ken nebeut diskouez kasouni ; rak ma tiskouezit kasouni, e roit da anaout ne fell ket d’ehoc’h pardouni, ha ma ne bardounit ket d’ho nesa pa en deuz hoc’h offanset, ne viot ket hoc’h-unan pardounet gant Doue.




ann trede var ’nn ugent a viz mae


SANT DONASIAN HA SANT ROGASIAN, MERZERIEN
————


Donasian ha Rogasian a ioa daou zen iaouank a lignez huel, o chom enn Naoned enn amzer ann impalaer Dioklesian. Breudeur oant, hag ho daou o devoa troet kein d’ann doueou faoz evit heul ar relijion gristen ; mes Rogasian n’oa ket badezet c’hoaz, ha Donasian, er c’hountrol, en doa dija resevet ar vadiziant.

Ann impalaer Dioklesian o veza roet urs da lakaat ar gristenien d’ar maro, gouarner Frans a deuaz euz he berz d’ann Naoned da ober eunn enklask euz ann dud fidel. Donasian a oue diskuillet raktal d’ar gouarner-ze, ha galvet da vont d’he gaout. « — Donasian, eme ar gouarner, var a glevann, c’houi ne fell ket d’ehoc’h adori hon doueou, ha kement-se zoken n’e ket aoualc’h d’ehoc’h. Lavaret a rit a bep seurt traou anezho, ha ne ehanit da alia ar re all d’ho disprijout enn eur embann e peb leac’h ne c’heller beza salvet nemed o kredi enn eunn den hag a zo maro var ar groaz. »

« — Guir a livirit, eme Zonasian ; karout a rafenn guelet ar Zalver-ze servichet gant ann holl: rak n’euz nemethan hag a virit beza adoret gant ann dud. »

« — Peoc’h var gement-se, eme ar gouarner, pe heb dale me lakaio fin d’ho puez. »

« — N’em euz ket aoun rak ar maro, eme Zonasian ; ar maro ne d-eo spountuz nemed evit ar re a jom evel dhoc’h-hu aheurtet enn ho fals kredennou. »

O klevet eunn hevelep respount, ar gouarner a re chadenna ar c’hristen kalounek hag he deuler er prizoun.