Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/369

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Prest goude, Rogasian a oue kaset d’he dro dirak ar gouarner, hag hema, o c’houzout n’oa ket badezet c’hoaz, a glaskaz he c’hounit dre bromesaou kaer. « — Mar kirit, emezhan, adori adarre hon doueou, ne vanko netra d’ehoc’h enn amzer da zont; rak ann impalaered ho kargo a vadou hag a henor dreist ar pez a c’hellit da zonjal. » Mes Rogasian ne reaz ket muioc’h a van euz a bromesaou ar gouarner eget n’en doa great Donasian euz he c’hourdrouzou. Neuze ar gouarner a ordrenaz he deuler ive er prizoun el leac’h m’edo dija he vreur.

Goulskoude Rogasian n’oa ket eaz he spered abalamour n’en doa ket c’hoaz resevet ar vadiziant. Mes Donasian a reaz evithan arbedenn-ma da Zoue : « — Aotrou Jezuz-Krist, dirazhoc’h-hu kaout c’hoant a dal kement hag ober. Grit eta dre ho kras ma servicho da vadiziant d’am breur ar feiz a zo enn he galoun, ha ma vezo goalc’het he ene gant he c’hoad egiz ma vije bet goalc’het gant dour ar zakramant. » Ann daou vreur a dremenaz ann noz oc’h en em gennerzi ann eil egile dre ar zonj euz ar gurunenn gaer a ioa ouz ho gortoz enn env.

Antronoz-vintin, ar gouarner a lavaraz da genta ho astenn var eur stern koat evit ma vije torret ho izili outho, ha goudeze e roaz urs d’ho dibenna. Evit ober muioc’h a boan d’ezho, ar bourreo a zankaz beg he zabrenn enn ho gouzoug abarz distaga ho fenn dioc’h ho diouskoaz. Mont a rejont evelse ho daou asambles d’ar baradoz, Donasian foug ennhan abalamour m’en doa great eur c’hristen euz he vreur ; rak petra bennag m’oa ar iaouanka, hen eo en doa gounezet Rogasian d’ar feiz ; ha Rogasian euruz dioc’h he gostez abalamour ma c’helle kaout perz e gloar hag e rekoumpans Donasian. Ho merzerenti a erruaz e tro ar bloaz 290 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Sant Donasian ha sant Rogasian eo ann daou genta euz a Vreiz o deuz skuillet ho goad evit Jezuz-Krist. Ma ne vezomp ket galvet hirio rei testeni euz hor feiz dirak ar varnerien, on euz leac’h ato, hag