Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/388

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

denn guerc’hezed guisket e guenn, hag e devoa komzet outhi evelhenn : « — Dalc’hit mad, Anjela ; abarz mervel, c’houi a zavo e Bresia eur goumpagnunez guerc’hezed henvel ouz ar re-ma. » Ar Zantez a zonjaz oa poent d’ezhi brema ober ar pez e devoa lavaret santez Ursula. En em glevet a eure eta gant eunn nebeut merc’hed devot eveldhi evit heul eunn hevelep reolenn a vuez, hag en em zikour ann eil eben da ober skol d’ar vugale baour.

Ar goumpagnunez nevez-ma a verc’hed devot a oue lakeat ganthi dindan patrounach santez Ursula, hag a deuaz divezatoc’h da veza eunn Urs brudet, hanvet Urs ann Ursulinezed.

Anjela a roaz da anaout e padje ann Urs-se betek fin ar bed, ha prest goude e varvaz leun a veritou er bloaz 1540, oajet a c’houec’h vloaz ha tri-ugent. He c’horf a jomas eur miz heb beza enterret, hag epad ann amzer-ze e oa bepred ker fresk ha ker soupl ha pa vije beo.


SONJIT ERVAD

Ar zantez-ma a gollaz ar gueled enn eur vont da bardouna da Jerusalem. Meur a hini a vije deuet dioc’htu var ho c’hiz ma vijent bet enn he flas ; mes hi ne fallgalounaz ket evit kement-se, ha Doue he rekoumpansaz o rei d’ezhi ar gueled adarre p’edo o tistrei d’ar gear. Arabad e d’ehoc’h fallgalouni ken nebeut mar kavit eur gontroliez pe eunn diezamant bennag var hoc’h hent, d’ann ampoent ne glaskit e guirionez nemed gloar Doue ha silvidigez hoc’h ene. Kendalc’hit ato da ober guella ma c’hellot hag abred pe zivezad Doue a raio d’ehoc’h ive beza treac’h d’ar c’hontrolieziou pe d’ann diezamanchou-ze.





ar c’henta devez a viz even


SANT RONAN, ESKOP
————


Ronan a ioa ganet enn Irland, hag a oue beleget ha sakret eskop enn he vro. Ar c’hoant enn doa da veva he-unan gant Doue ha dianavezet gant ann dud a reaz d’ezhan treuzi ar mor evit dont da Vreiz-Izel. Diskenn a