Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/396

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

varzu Doue. Mar oc’h euz eur c’halloud bennag var spered ha var galoun ho kerent pe ho mignouned, en em zervichit anezhi evit ho dougen d’ar mad ha d’ar vertuz, hag ober dezho beva bepred evel guir gristenien ha guir vugale da Zoue ha d’ann Iliz.





ar pevare devez a viz even


SANT FRANSEZ KARAKSIOLO
————


Fransez Karaksiolo a ioa ganet e Villa-Santa-Maria e rouantelez Napl enn Itali. Azalek he vugaleach e tiskouezaz kaout eunn devosion vraz evit ar Verc’hez, ha iaouankik oa c’hoaz p’en em voazaz da lavaret bemdez he offis bihan hag ar rozera, ha da iun bep sadorn enn he henor. Remerket e oue ennhan ive eur garantez dener evit ar beorien, ha rei a rea d’ezho kement a c’helle da zioueret, betek zoken lod euz he voued he-unan. Ar c’hoant en doa d’en em viret ato pur ha chast a reaz d’ezhan klask ann tu da skuiza he gorf, ha setu perak ec’h en em daolaz d’ar chase. Mes d’ann oad a zaou vloaz var’nn ugent e oue taget gant al lorgnez, hag oc’h en em velet enn eur stad ken heuzuz e roaz he c’her da Zoue d’en em gonzakri holl d’he zervich ma teuje da barea.

Doue ne c’houlenne nemed ann dra-ze, hag ar Zant a bareaz. Kerkent e verzaz kement tra en doa var he hano, evit rei ann arc’hant d’ann dud paour, ha goudeze ez eaz da Napl gant kounje he gerent. Eno e studiaz ann theoloji epad daou vloaz, ha da fin ann daou vloaz-ma e oue beleget. Neuze ec’h en em lakeaz enn eur vreuriez a ioa bet savet evit kennerzi var ho zremenvan ann dorfetourien a veze koundaonet d’ar maro.

Hogen, eunn devez m’edo o lavaret he vrevier e chapel ar vreuriez-se, e resevaz eul lizer ha n’e ket evithan oa, mes evit eunn all hag en devoa ar memes hano ganthan. Ann hini ma skrivet d’ezhan a ioa pedet da vont d’en em glevet gant daou zen devot, a ioa e Napl d’ann