Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/397

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ampoent, divar benn sevel eunn Urs pe eur goumpagnunez nevez a venac’h. Ar Zant, o kredi oa al lizer evithan, ne varc’hataz ket evit he zigeri hag he lenn, ha raktal e sonjaz oa hen a ioa galvet da zikour ann daou zen devot o doa her skrivet.

Mont a eure rak ehun da gaout ar re-ma, petra bennag n’ho anaveze ket. Kounta a reaz d’ezho ar pez a ioa erruet, ha goude beza trugarekeat Doue asambles, ann daou zen devot-se hag hen en em dennaz ho zri enn eunn ermitach a ioa er meaz euz a gear, evit kemeret kuzul ann eil digant egile, ha guelet pe seurt reolenn a vuez a dliet da heul enn Urs nevez.

Pa ouent en em glevet var ar poent-se, daou anezho, ar Zant hag Aogustin Adorno, a deuaz da Rom da ziskouez d’ar pab ar reolenn o doa choazet. Ar pab o veza diskleriet he c’have mad, Karaksiolo hag he gompagnoun a zistroaz da Napl, hag eno e rejont ho veuiou solanel. Neuze eo e kemeraz ar Zant ann hano a Fransez, abalamour d’ann devosion en doa evit sant Fransez a Asiz ; rak he hano badiziant oa Askanio.

A benn daou vloaz goude, Fransez Karaksiolo a oue hanvet da zuperior jeneral euz he Urs : Aogustin Adorno oa bet ar superior kenta, hag a ioa o paouez mervel. Ebarz er garg-se ar Zant a oue evit he vreudeur eur skouer a bep seurt vertuziou. Ne ehane da bedr, da vedita, ha da gastiza he gorf dre ar iun hag ar binijenn. Aliez e tremene ann noz holl, kouls lavaret, enn iliz eharz ann aoteriou. Fallout a rea d’ezhan e vije ato unan bennag euz he venac’h oc’h adori Jezuz er zakramant euz he garantez. Pa veze o veachi, e veve bepred divar ann aluzenn, ha ne loje nemed enn hospitaliou etouez ar re glanv hag ann dud paour.

Bez’en devoue ann eur da velet he Urs oc’h en em astenn kalz enn Itali hag e Spagn ; mes ive ne c’houfe den lavaret pegement a boan a gemeraz evit kement-se. Abarz ar fin e kouezaz klanv e kouent sant Philipp Neri e Agnone, hag e c’houlennaz he zakramanchou diveza.

Antronoz, var dro eunn heur araok kuz-heol, e oue klevet o parlant outhan he-unan evelhenn : « — Deomp,