Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/40

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Mes ar pez a reaz ar muia plijadur d’he galoun a oue ar vadelez en devoue ar pab sant Agathon da gas d’ezhan mestr ar c’han hag ar seremoniou e Rom, evit ho deski da gristenien Bro-Zaoz. Setu aze pegement a boan a gemere ann abad santel evit ma vije kempenn ha dereat ti ann Aotrou Doue, hag evit ma vije great ann offisou enn eur feson hag a zougche ar bobl da garet muioc’h-mui ar relijion.

Var fin he vuez, Beneat a oue seizet-holl he gorf, hag a renkaz chom d’ar guele epad tri bloaz. Mes ar c’hlenved-se ne vire ket outhan da veza bepred laouen ha joaiuz. He spered a veze ato o sonjal e Doue, ha mervel a eure erfin e peoc’h d’ann daouzek a viz genver euz ar bloaz 690, prest goude beza resevet he zakramanchou diveza.


SONJIT ERVAD

Sant Beneat a glaske dreist peb tra kaout enn he vro ilizou hag offisou kaer. Da bep parrez eo pourvei he iliz euz a gement a zo red evit he delc’her kempenn ha kaout offisou deread. Eur vez e ve evit ar barrisioniz ma ve ti ann Aotrou Doue divalaoc’h eged ho ziez ho-unan hag ann ornamanchou sakr disteroc’h eged ann dillad a zougont. Bezit eta mad da rei profou d’ann iliz : rei d’ann iliz a zo rei da Zoue, hag ar pez a roer da Zoue ne vez morse kollet.



ann trizekved devez a viz genver


SANTEZ VERONIK A VINASKO, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ganet e Binasko, tost da gear Milan enn Itali, er bloaz 1445. He zad hag he mamm a ioa labourerien douar. Ne oant ket pinvidik ; mes tud honest oant avad ha tud a relijion. Veronik a zeskaz gantho anaout ha karet Doue azalek he c’henta bugaleach. He brasa plijadur oa klevet hano euz a visteriou ar feiz, hag evit he rekoumpansi Doue a roaz d’ezhi grasou dioc’h ann dibab evit he lakaat e stad da vedita var ar misteriou-ze.

O veza n’oa ket krenv ar stal gant he zud, e oue kaset