Goulskoude tud ar Friz, el leac’h m’en doa prezeget gant kement a frouez araok beza eskop, a ioa en em droet adarre da adori ann doueou faoz. Ar c’helou-ma a oue eur rann-galoun evit Bonifas, ha dioc’htu, heb damant ebed d’he gozni, e sonjaz mont da glask ann denved dianket-se. Eur maread anezho a zelaouaz he vouez ; mes eunn devez e kouezaz etre daouarn eur vandenn baianed aheurtet, hag ar re-ma hen lakeaz d’ar maro enn eur feson didruez asambles gant ar visionerien a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Ar Zant a zouge levr ann Aviel enn he zorn, ha tra eston ! ar baianed a dreuzaz al levr-se gant eunn taol kleze heb na oue trouc’het lizerenn ebed.
Merzerenti sant Bonifas a erruaz er bloaz 755. He gorf a oue digaset da Vaians, hag enterret enn eur gouent a ioa bet savet ganthan. Kalz miraklou a c’hoarvezaz goudeze var he vez. Ar zant-ma a zo bet leshanvet Abostol ann Allemagn abalamour d’ar boan en deuz kemeret evit gounit ar vro-ze da Jezuz-Krist.
Prezeg a c’heller ann Aviel e diou feson, dre gomz ha dre ober : dre gomz, oc’h embann a vouez huel ar pez a zo bet diskleriet gant hor Zalver epad m’edo var ann douar, ha dre ober, oc’h heul a boent da boent ar c’henteliou en deuz roet d’he ziskibien. Ma n’oc’h ket galvet da brezeg ann Aviel dre ho komzou, bezit ato aketuz d’he brezeg dre hoc’h oberiou, enn eur ziskouez d’ho nesa, dre ar vuez a renit, ann hini a dle da ren he-unan mar en deuz c’hoant da vont d’ar baradoz.
orbert a ioa mab da dud a lignez huel euz a gostez
ann Allemagn. Eur spered kaer a zen oa, ha goude
beza great he studi gant henor, e resevaz ann donzur
zantel ha zoken ann Urs a abostoler. Mes ne falvezaz