Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/407

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

velet ar baianed-se ha da brezeg d’ezho. Beac’h en devoue gantho, da genta, ha ne c’houfe den lavaret pegement en devoue da c’houzanv euz ho ferz. Ober a rejont goab anezhan, ha klask a rejont zoken he lakaat d’ar maro. Mes ar Zant ne fallgalounaz ket evit kement-se, ha beze oue erfin treac’h d’ho aheurtamant enn eur ziskouez enn ho c’henver ar memes dousder hag ar memes madelez en doa diskouezet sant Godard e Rouan. Dont a rejont holl, kouls lavaret, da zilezel servich ann doueou faoz evit beva evel guir gristenien.

Neuze sant Medard a zistroaz da Noion, hag eno e roaz voal ar guerc’hezed da zantez Radegond. Goudeze e kouezaz klanv, hag heb dale ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he labouriou ha d’he vertuziou, er memes bloaz hag er memes devez ma varvaz he vreur sant Godard.


SONJIT ERVAD

Ann dousder a deu a benn da c’hounit ar c’halounou ar re galeta. Mar oc’h euz c’hoant eta da zistrei unan bennag dioc’h ar pec’hed, pe dioc’h eur voazamant fall en deuz kemeret, arabad eo d’enoc’h mont d’ezhan dre zrouk ; mes komzit outhan dre gaer ha gant karantez, hag abred pe zivezad e selaouo ac’hanhoc’h hag ec’h anavezo ema ar virionez ganehoc’h. Dre ann dousder hag ar garantez eo o deuz sant Medard ha sant Godard gounezed kement a baianed d’ar feiz.





ann naved devez a viz even


SANT PRIM HA SANT FELISIAN, MERZERIEN
————


Prim ha Felisian a ioa daou vreur ginidik euz a Rom. O veza bet gounezet d’ar feiz gant ar pab Felis, ec’h en em daoljont holl d’ann oberiou a drugarez. Kement tra o devoa a ioa daou-hanter etre ar beorien hag hi ; aliez e vezent guelet er prizouniou, ha meur a vech e tremenent ann deiz hag ann noz o konsoli ar gristenien a veze ennho, hag o rei nerz d’ezho da c’houzanv ar