d’he c’haloun, hag e skol ar Mestr-se Jermana a zeskaz kaera skiant a zo er bed, skiant ar Zent. Deski a eure ganthan dreist peb tra en em blijout o veza disprijet, ha dougen he c’hroaz gant joa. Evelse, biskoaz ne laoskaz eur glemmadenn n’euz fors peger kriz ha pegen direzoun e veze he les-vamm enn he c’henver.
Bep mintin, pa gleve kloc’h ann offerenn, e plante he c’heiell e kreiz he denved hag e rede d’ann iliz. Ann dra-ma a vije bet pec’hed euz a berz eunn all, mes euz he ferz ne oa ket, abalamour ne rea nemed senti ouz Doue.
Rak, tra eston ! he denved a jome enn dro d’ar geiell heb mont da laerez e nep leac’h, ha morse ne oue taget nikun anezho gant ar bleiz petra bennag ma vezent aliez tost da eur c’hoat hag a ioa leun a vleizi. Sklear eo eta e felle da Zoue ez aje ar verc’h paour d’ann offerenn, hag ec’h en em garge he-unan da ziouall he denved epad ann amzer-ze.
Hed ann nemorant euz ann deiz, Jermana a neze hag a bede Doue. He fedenn ordinal oa ar chapeled ; rak eunn devosion vraz e devoa evit ar Verc’hez, ha bep vech ma soune ann Angelus, ec’h en em daole dioc’htu d’ann daoulin, kouls enn erc’h, er pri ha zoken enn dour, evel var ann douar seac’h. Pa errue eur paour bennag ganthi, e roe d’ezhan lod euz he bara, ha iun a rea he-unan evit terri ho naoun d’ar re all. Goude beza great he fask kenta, e kommunie ato da zul ha da c’houel, ha pa deue dioc’h taol ar gommunion, e veze henvel ouz eunn eal. Hiniennou a rea goab anezhi hag he hanve ar Seurik ; mes hiniennou all ive a zave ganthi. Abarz ar fin Doue a roaz da anaout d’ann holl santelez he zervicherez.
Eunn devez m’oa eat Jermana da ziouall ann denved hervez he c’hustumm, he les-vamm a redaz var he lerc’h, drouk ennhi hag ar vaz enn he dorn. « — Petra zo a nevez ’ta ? » a c’houlennaz outhi daou zen a gavaz var he hent. « — Petra zo a nevez ? emezhi ; va les-verc’h e deuz adarre kuzet bara enn he zavancher da rei d’ar paour. » Ann daou zen-ze a ieaz betek Jermana