Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/44

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

enep, a lakeaz ann heretiked da vont enn egar. Asambli a rejont eur c’honsil e Besie, hag Hiler a oue galvet ive da vont di. Mont a eure evit kaout tro da rei testeni d’ar feiz; mes, pa falvezaz d’ezhan diskouez d’ann Arianed n’edo ket ar virionez gantho, ne oue ket lezet da barlant

Neuze ann heretiked a skrivaz enn he enep d’ann impalaer, hag ann impalaer her c’houndaonaz da veza kaset er meaz euz ar vro. Ar Zant a renkaz eta kuitaat ar Frans evit mont d’ar Phrijii, enn Azii-lzela. Mes ac’hano e kendalc’haz da c’houarn he eskopti, ha da rei aliou mad d’ann eskibien all euz a Frans dre al liziri a skrive d’ezho. Eno ive ec’h echuaz al levr kaer en deuz great divar benn mister ann Dreinded. El levr-ma e tiskouez sklear n’o deuz tri fersoun ann Dreinded nemed eur memes natur, ez int ho zri par ann eil d’egile e peb tra, hag ez eo e guirionez Doue peb unan anezho. Eno erfin e labouraz heb ehana da lakaat ar bec’herien da zistrei ouz Doue hag ann heretiked da zistrei d’ar guir Iliz.

Goulskoude, ann impalaer Konstans en doa roet urs da asambli adarre eur c’honsil e Seleusii. Hiler en em gavaz er c’honsil-ze dre eunn taol euz a Brovidans Doue, hag a zifennaz ar feiz gant he nerz hag he furnez ordinal. Goudeze ez eaz da Gonstantinopl, hag e choulennaz kounje digant ann impalaer da zisput oc’h ann heretiked dirazhan ha dirak kement hini a garje dont da zelaou. Ann impalaer ne gavaz ket direzoun ar goulenn-ze ; mes ann Arianed o devoue aoun na raje eun hevelep disput mez d’ezho dirak ann holl. Klask a rejont eta eunn digarez bennag evit alia ar prins da gas ann eskop santel enn dro d’he eskopti.

Hogen, easoc’h eo koumprenn eget lavaret gant pebez joa e oue digemeret ha pebez henor a oue great d’ezhan, pa erruaz adarre enn he vro. « Ar Frans a bez, eme zant Aogustin, a zavaz da vriata Hiler p’edo o tistrei d’ar gear goude beza gounezet ar viktor var ann heretiked. » Enn eur zigouezout e Poatie, e roaz ar vuez da eur c’hrouadur a ioa nevez maro heb beza bet ar c’hras da reseo ar vadiziant, hag ar mirakl-se a greskaz c’hoaz ann istim hag ar respet o devoa ann holl evilhan.