Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/454

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

pesketa var lenn Jenezareth pa zigouezaz Jezuz var bord al lenn. « — Mar kirit dont ganen-me, eme hor Zalver d’ezho, me a raio ac’hanhoc’h peskerien tud. » Kerkent Andre ha Per a lezaz eno ho bag hag ho rouejou evit mont da heul Jezuz, ha divar neuze e chomjont ato enn he goumpagnunez.

Hor Zalver a joazaz sant Per evit beza ar mean-diazez pe ar mean-fount euz he Iliz, ha delc’her he blas var ann douar goude ma vije eat he-unan varzu he Dad adarre. Eunn devez m’edo e kear Sezaree, e c’houlennaz ouz he ziskibien petra lavare ann dud anezhan. « — Ah ! emezho, lod a lavar oc’h Iann-Vadezour ; lod all a lavar oc’h Elias, pe Jeremias, pe unan euz ar bropheted. » « — Ha c’houi, eme Jezuz, petra zonjit ac’hanon? » Sant Per a respountaz ker buhan : « — C’houi eo ar C’hrist, guir Vab Doue. » Ker buhan ive hor Zalver a lavaraz da zant Per : « — Euruz oc’h, Simon, mab Jonas, abalamour n’e ket gant kar na mignoun eo oc’h euz desket ann dra-ze, mes gant va Zad he-unan. Setu perak me a lavar d’ehoc’h ! C’houi a zo Per, da lavaret eo, Mean, ha var ar mean-ze me a zavo va Iliz, hag ann ifern gant he holl c’halloud ne vezo biken treac’h d’ezhi. Me a roio d’ehoc’h alc’houeziou rouantelez ann env, ha kement tra o pezo liammet var ann douar a vezo liammet enn env ; mes ive kement tra o pezo diliammet var ann douar a vezo diliammet enn env. »

Da fin ar goan diveza a reaz er bed-ma gant he ebestel, hor Zalver a lavaraz c’hoaz da zant Per : « — Simon, Simon, Satan en deuz goulennet hoc’h heja holl evel ma vez hejet ann ed gant ar c’hrouer ; mes me am euz pedet evidod-te, evit na deui ket da feiz da vankout. Te d’az tro laka da boan da gennerzi da vreudeur. »

Evit guir, sant Per en devoue ar zempladurez da nac’h he Vestr a benn teir guech e ti Gaiphas. Mes n’e ket he feiz eo a vankaz neuze ; ar pez a vankaz d’ezhan, hag a vank ive siouaz ! da galz kristenien enn hon amzer-ni, a oue ar galoun da anzao ar feiz-se dirak tud ar belek