Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/463

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann eil devez a viz gouere


BIZIT AR VERC’HEZ DA ZANTEZ ELIZABETH
————


Goude beza diskleriet da Vari oa choazet evit beza mamm da Jezuz, ann eal Gabriel a gomzaz d’ezhi ive euz he c’hiniterv Elizabeth. « — Setu, emezhan, ho kiniterv Elizabeth e deuz ive, hag hi koz dija, konsevet eur mab hag a deui er bed a benn tri miz ama ; rak n’ez euz netra dreist holl-c’halloud Doue. »

Pa oue eat ann eal kuit, ar Verc’hez a oue mall ganthi mont da velet he c’hiniterv, ha setu hi enn hent a dreuz ar meneziou. Enn eur erruout e ti Zakariaz, e saludaz Elizabeth evel m’edo ar c’hiz er vro, ha kerkent ar c’hrouadur a zouge he c’hiniterv a reaz eul lamm enn he c’hreiz. Neuze Elizabeth a oue karget he ene euz a sklerijenn ar Spered-Santel, hag a lavaraz a vouez huel : « — C’houi a zo benniget dreist ann holl gragez, ha benniget eo ar frouez euz ho korf. Penaoz em euz-me hirio ann henor hag ann eur-vad da reseo mamm va Doue ? A veac’h am euz ho klevet oc’h va zaludi m’en deuz great ar bugel a zougann eul lamm a joa etre va daou gostez. Oh! na c’houi zo euruz abalamour m’oc’h euz kredet e teuje da vir ar pez a zo bet diskleriet d’ehoc’h a berz Doue.»

Var gement-se ar Verc’hez a lavaraz d’he zro (ar pez a zo ama varlerc’h eo ar Magnificat e brezounek) : « — Va ene a ro gloar ha meuleudi da Zoue, ha va c’haloun a zrid gant ar joa o sonjal er pez en deuz great em c’henver va Doue ha va Zalver. Rak, pegen dister bennag ma’z ounn, eo plijet ganthan sellet ouz he zervicherez, ha setu hiviziken ann holl boblou euz ann douar am galvo euruz. Ia, ann Hini a zo holl-c’halloudek, ha santel he hano, en deuz great traou