Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/464

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


burzuduz em c’henver. Evelse en deuz roet a bep amzer merkou euz he drugarez d’ar re a veve enn he zoujans. Meur a vech ive en deuz diskouezet nerz he zivreac’h, ha kaset da netra sonjou ann dud ourgouilluz. Diskaret en deuz divar ho zron ar re a ioa braz ho galloud, hag ar re n’o doa doare a netra en deuz savet huel. Karget en deuz a vadou ar re a ioa o tua gant ann naoun, hag ar re o devoa danvez eleiz en deuz lakeat var ann douar noaz. Kemeret en deuz erfin truez ouz Israel, he zervicher, hervez ar bromesa en doa great guech all da Abraham, hag en deuz great c’hoaz abaoue d’he vugale a rumm da rumm. »

Mari a jomaz var dro tri miz e ti Elizabeth, ha goudeze e tistroaz da Nazareth, el leac’h m’edo he c’hear.


SONJIT ERVAD

Ar vizit a reaz ar Verc’hez Vari da zantez Elizabeth a oue eur vizit santel meurbed. Goude beza en em zaludet hervez giz ar vro, ec’h en em lakejont dioc’htu ho diou da gomz euz a Zoue, da rei gloar ha meuleudi da Zoue. Pebez kemm etre ar vizit-se hag ar re a reer brema ! Hirio siouaz ! n’en em veler nemed evit dispenn sae ann nesa, pe evit maga er galoun eur garantez ha n’e ket hervez Doue. Da lavaret eo, n’en em veler hirio peurvuia nemed evit en em zikour ann eil egile d’en em zaoni. Lezit a gostez ann holl bizitou-ze ne dalvezont da netra evit ar baradoz, ha dreist holl ar re ho lakafe var hent ann ifern. Ne d-it morse da diez ar re all nemed oc’h red pe dre zereadegez, ha mar oc’h euz amzer da bresta, it da velet ann dud klanv hag ann dud paour euz oc’h amezegez, pe da adori Jezuz-Krist enn he dabernakl. Hor Zalver araok ma oue ganet a lakea Iann-Vadezour da zridal gant levenez, e kerc’hen he vamm. Pebez vad ne rai-hen ket d’ho kaloun pa ’z eot ac’hanhoc’h hoc’h unan d’her gueled enn ilizou el leac’h ma vez ken aliez dilezet gant ann holl !





ann trede devez a viz gouere


SANT FELIS, SANT IRENEE HA SANTEZ MUSTIOLA, MERZERIEN
————


Ann impalaer Aorelian o veza douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien, Tursius, he letanant, a oue