Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/470

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Neuze e tistroaz da Gonstantinopl, hag ec’h en em dennaz er gouent el leac’h m’edo dija he vreur Method.

Mes heb dale e oue karget adarre da brezeg ann Aviel d’ar baianed, hag enn dro-ma ez eaz he vreur asambles ganthan. Setu ama perak. Er Bulgarii eo e tlie Sirill rei misionou, ha Bogoris, roue ar vro-ze, en doa goulennet digant impalaer Konstantinopl eunn den hag a vije eur mestr da ober taolennou : c’hoant en devoa da gaout taolennou kaer enn he balez. Ann impalaer a gasaz d’ezhan ar manac’h Method ; rak ne anaveze nikun all ebed hag a vije gouiziekoc’h egethan var ar vicher-ze.

(D’ann ampoent ez oa er c’houenchou eur maread menac’h hag a rea taolennou a zevosion evit beza lakeat enn ilizou).

Pa erruaz Method er Bulgarii, ar roue Bogoris her pedaz da ober eunn daolenn hag a vije ann holl spountet ouz he guelet. Ar Zant en em lakeaz dioc’htu da ober taolenn ar varn jeneral. Var ann daolenn-ma e verkaz Jezuz-Krist, azezet var eunn tron skeduz hag ann elez enn dro d’ezhan a gleiz hag a zeou, ha dirazhan ann dud holl o c’hortoz enn eur grena ar zetans a dlie beza douget enn ho c’henver. Pa oue diskouezet ann daolenn d’ar roue, ha pa oue lavaret d’ezhan petra zinifie, Bogoris a skoaz eunn taol pounner enn he galoun hag a zigoraz var ann heur he zaoulagad da sklerijenn ar feiz. Method her c’helennaz var guirioneziou ar relijion, ha prest goude e oue badezet.

Goulskoude ar bobl a ieaz drouk ennhan pa glevaz oa deuet he roue da veza kristen ; mes Bogoris ne fallgalounaz ket evit kement-se. Delc’her a reaz penn d’ar bobl, hag a nebeut a nebeut ar Bulgared holl a gemeras skouer diouthan hag a resevaz ive ar vadiziant.

O velet ar guir Doue anavezet hag adoret e kement korn a ioa er Bulgarii, Sirill ha Method a skoaz d’ar Moravii, hag eno ho frezegennou a zougaz adarre frouez puill ha burzuduz. Abarz nemeur o devoue ann eur da vadezi roue ar vro hag ann darn vuia euz he zujidi. Neuze ar pab Nikolas Kenta ho galvaz da vont da Rom, hag ann daou vreur en em lakeaz raktal enn hent. Sirill