Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/479

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann naved devez a viz gouere


SANTEZ ELIZABETH, ROUANEZ AR PORTUGAL, INTANVEZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet e parrez Plouider e Breiz-Izel. He dad hag he vamm a ioa tud a zoujans Doue, nevez erruet eno euz a Vro-Zaoz ; mes paour oant a vadou ar bed. Eunn den pinvidik euz ar vro, he hano Godian, en devoue truez outho hag a roaz d’ezho pe a dra da veva. Servichout a reaz zoken da baeroun d’ho c’hrouadur, hag hema a oue hanvet Goulc’hen. Ouspenn-ze, o veza n’en doa ket a vugale he-unan, e kemeraz he fillor enn he di evit he zevel egiz pa vije bet mab d’ezhan.

Kerkent ha ma teuaz eunn tammik skiant d’ar paotrik, Godian her chasaz d’ar skol. Hogen, Goulc’hen a zeske ker buhan ma ne zaleaz ket da veza treac’h d’ann holl baotred all euz he oad, hag abarz nemeur zoken e oue ken habil hag he vistri. Mes, mar d-oa aketuz da studia, oa aketusoc’h c’hoaz da bedi Doue. He vrasa plijadur oa beza enn iliz, hag a hent all oa ken humbl ha ker chentil e kenver peb hini ma’z oa karet gant ann holl ha respetet dija evel eur zant.

O velet vertuz ha deskadurez he fillor, Godian a zonje ober he heritour anezhan ; mes n’e ket madou ann douar a glaske Goulc’hen, madou ann env oa. O veza eta kollet he dad hag he vamm, e lavaraz kenavo d’he baeroun evit mont da ober he ermitach etouez ann drez hag ar spern, enn eur c’hoat a ioa e kichen ar mor. Er plas distro-ze e savaz eunn orator pe eur chapelik hag a zo hanvet c’hoaz hirio ar Peniti, da lavaret eo, ti ar binijenn.

Eno e veve kentoc’h egiz eunn eal eged egiz eunn den. He holl amzer a dremene o vedita, o lenn ar Skritur Sakr hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Ne rea nemed eur pred bemdez, ha d’ar pred-ma ne zebre