Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/480

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

nemed bara ha louzeier bihan, ha ne eve nemed dour. Eur vech bemdez ive e rea eur bourmenadennik er c’hoat a ioa enn dro d’he ermitach. Er c’hoat-se en doa plantet teir groaz, ha dirak peb hini euz ar c’hroaziou-ma e chome eur pennad da bedi.

Ar brud euz he zantelez a lakea ann dud da ziredet a bep tu evit goulenn kuzul diganthan pe en em erbedi d’he bedennou. Mes etre daou eur vandenn baianed euz a gostez ann Hanter-Noz a ioa saillet var douar Leon, hag a rea skrab e peb leac’h. Ar c’hount Even euz a Lesneven a zavaz eunn arme evit ho c’has kuit. Hogen, araok mont d’ezho, e teuaz da gaout sant Goulc’hen. « — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h, den Doue! eme ar c’hount ; pedit, mar plij, evit ma vezinn treac’h d’ar baianed a ra kement a zrouk enn hor bro. »

« — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h, kount Even ! a respountaz ar Zant ; it d’ann emgann heb aoun ebed, ha pa vezo echu, c’houi am c’havo ama adarre. »

Goulc’hen a ioa d’ann ampoent var bennou he zaoulin eharz unan euz ar c’hroaziou m’on euz komzet anezho, ha chom a reaz eno evelse, he zivreac’h astennet, ken na zistroaz ar c’hount Even dioc’h ann noz. « — Va Zad, eme ar c’hount, gounezet on euz var ar baianed dre c’hras Doue ha gant sikour ho pedennou. » « — Kount Even, a respountaz ar Zant, trugarekait Doue ha dalc’hit mad ato da viret he c’hourc’hemennou. »

Evit trugarekaat Doue, ar c’hount Even a reaz sevel eunn iliz hag eur gouent tost da ermitach sant Goulc’hen. Ann iliz-se a zo deuet abaoue da veza eunn iliz parrez, hag ar barrez-ma a zo hanvet ive Goulc’hen euz a hano ar Zant.

E tro ar mareou-ze e varvaz eskop Leon, ha sant Goulc’hen a oue choazet evit delc’her he blas ; rak belek oa pell a ioa, petra bennag ne c’houezer na pe da vare na gant piou oa bet beleget. Mes ne felle ket d’ezhan beza eskop a briz ebed, ha setu hen da Rom var digarez seveni eur veu en doa great : esper en doa e vije hanvet eunn all epad ma vije oc’h ober he dro. Mes ar pab, o veza klevet penaoz edo ann traou ker sakraz he-unan