Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/481

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

pa erruaz e Rom, hag evelse e oue red d’ezhan plega he ziouskoaz dindan ar zamm a ioa c’hoant da lakaat varnho.

Gouarn a eure he eskopti gant eur furnez vraz, ha ne espernaz nag he boan nag he amzer evit kelenn ann dud fidel a ioa enn he garg ha lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl. Erfin, o veza bet ezomm da vont da Roazon, e klanvaz er gear-ze hag e varvaz leun a veritou d’ar c’henta a viz gouere euz ar bloaz 616, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez dre galz a viraklou epad he vuez ha goude he varo.


SONJIT ERVAD

Ann holl n’int ket galvet da guitaat ar bed evel a reaz ar zant-ma enn he iaouankiz, hag evel o deuz great eleiz a zent all ; mes ann holl a dle diouall da staga re ho c’haloun ouz traou ar bed. N’emaomp var ann douar nemed evel tremenidi ; hor guir bro a zo enn env. Kerzomp eta bepred varzu eno, ha ne reomp implij euz a draou ar bed nemed e kement ha ma c’hellont servichout d’eomp da c’hounit ar baradoz. oc’h ober fae varnho, ouz ho lakaat dindan hon treid e raimp gantho eur skeul da bignat beteg ann env.





ann dekved devez a viz gouere


AR SEIZ BREUR MERZER, HA SANTEZ FELISITE, HO MAMM
————


Felisite a ioa eunn introun euz ann noblans vrasaa Rom. Mes goude maro he fried e kuiteaz he dillad kaer hag e lavaraz kenavo d’ar bed evit en em rei holl d’ann oberiou a zevosion hag a drugarez. Seiz mab e devoa hag a c’helle erruout er c’hargou huela euz ar rouantelez ; mes hi a zeskaz d’ezho abred ober fae var ann henoriou, ha ne ehane da c’houlenn evitho digant Doue ar c’hras da veza eunn deiz sent enn he varadoz.

Ar vuez santel a rene ann intanvez-ma gant he bugale a startea ar gristenien er feiz, hag a rea zoken da galz paianed dilezel servich ann idolou. Ann impalaer Anto-