Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/487

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

muntrer d’he dro. Erruout a eure gant hema, da zeiz Guener ar Groaz, enn eunn hent ker striz ma ne c’helle nikun anezho techet dioc’h egile. Ho daou edont var varc’h ; mes ar muntrer ne oa nemethan, ha ne oa arm ebed ganthan, Iann, er chountrol, a ioa armet mad, ha soudarded oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. A veac’h en deuz anavezet ann hini en doa lazet he vreur ma krog enn he gleze evit her planta e kaloun ar muntrer. Mes ar reuzeudik-ma a ra eul lamm divar he varc’h, hag en em strink d’ann daoulin, he zivreac’h astennet e kroaz, enn eur lavaret : « — Enn hano Jezuz-Krist, maro evidomp hon daou da genver ann deiz-ma, lezit va buez ganen. »

Ar c’homzou-ze a oue evel eunn tarz kurun evit Gualbert : « — Enn hano Jezuz-Krist ! emezhan ; ah ! n’ounn ket evit miret da rei d’ehoc’h ar c’hras a c’houlennit enn hano Jezuz-Krist ; mes n’e ket hebken lezel ho puez ganeoc’h eo a fell d’inn : c’hoant am euz ouspenn, e vemp mignouned hiviziken. » Ha var gement-se Iann a ziskenn ive divar he varch evit briata muntrer he vreur.

Prest goude ez eaz da lavaret he Bater dirak eur grusifi a ioa e chapel kouent Sant-Miniat, tost da Florans. Hogen, a greiz m’edo guir vella o pedi, ar C’hrist a zoublaz he benn evit he drugarekaat abalamour m’en devoa pardounet a galoun vad. Ar burzud-ma a skoaz adarre kaloun Gualbert, ha setu hen hag ober he zonj da guitaat ar bed a-grenn evit en em rei holl da zervich Doue.

Kemeret a reaz eta sae ar venac’h euz a Urs sant Beneat e kouent Sant-Miniat, hag he-unan e trouc’haz he bennad bleo hirr. Ne oue ket pell er gouent na oue remerket ennhan holl vertuziou eur manac’h santel, ha da varo ann abad e oue choazet evit delc’her he blas. Mes Iann a ioa guelloc’h ganthan senti eget beza mestr, hag en em dennaz e Kamaldoli, el leac’h m’edo neuze sant Romuald oc’h ober he ermitach. Ac’hano e teuaz da Vallombreuz, hag e Vallombreuz e savaz eur gouent