Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/494

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

-ze d’ann oberiou a zevosion, a binijenn hag a drugarez. Da fin ar c’houec’h miz, e sonjaz oa sur da vihana da vervel a benn c’houec’h vloaz goude m’en doa bet he uvre, ha setu hen da boania muioc’h eget biskoaz evit en em ziouall diouz ar pec’hed ha kreski bemdez he virit dirak Doue.

Hogen, pa oue echu ar c’houec’h vloaz, n’e ket ar maro eo a deuaz d’ezhan, mes eur rouantelez. Ann impalaer Othon Trede o veza maro e Rom, Herri a oue choazet evit delc’her he blas, ha prest goude e oue sakret gant arc’heskop Maians evel roue ann Allemagn, da c’hortoz ma vije kurunet gant ar pab evel impalaer.

Mes ar prins-ma ne istime netra beza roue var ann douar ma ne d-aje ket eunn deiz da rouantelez ann env. O veza eta pignet var ann tron, e labouraz dreist peb tra, evel diagent, da zavetei he ene ha da c’hounit ar baradoz, hag evit kement-se ne glaske morse er pez a rea nemed gloar Doue ha mad ar relijion hag ann Iliz.

D’ann ampoent ez oa c’hoaz poblou paian er Pologn hag enn Esklavonii, hag ar boblou-ze a ioa nevez saillet var eskopti Meersbourg, el leac’h ne respetent na sakr na dizakr. Herri a zavaz eunn arme evit ho c’has kuit ; mes evit beza treac’h d’ezho e kounte muioc’h var zikour Doue hag he zent eget var nerz he zivreac’h hag he armou. Setu perak abarz mont d’ann emgann, e reaz d’he zoudarded kommunia holl asambles ganthan, ha goudeze ec’h en em erbedaz c’hoaz ouz ar verzerien euruz sant Lorans, sant Jorj ha sant Adrian. Kerkent e velaz ann tri merzer santel-ma, hag eunn eal enn ho c’hichen, oc’h en em ziskouez er penn araok euz he arme evit diarbenn ar baianed. Kerkent ive arme ar baianed a gemeraz ann teac’h, hag a zistroaz holl var he c’hiz enn eur deuler he armou. Evelse ar roue devot hag he zoudarded a c’hounezaz eur viktor gaer heb na oue skuillet eur berad euz ho goad.

A benn eunn tachad goude, ar Pab Beneat VIII a renkaz kuitaat Rom, el leac’h m’edo e riskl da goueza etre daouarn he enebourien, hag a deuaz d’ann Allemagn da