Mont a eure eta raktal da c’houlenn digant he dad, enn hano Jezuz-Krist, eur plasik da dremen ann nemorant euz he vuez. He dad n’hen anavezaz ket, ker chenchet oa, hag a lavaraz da unan euz he zervicherien loja anezhan el leac’h ma karje ha pourvei d’he holl ezommou. Ar zervicher-ze hen lojaz enn eunn toull striz ha tenval a ioa er porz dindan deleziou ar palez, hag ann toull tenval-ma a oue ti ar Zant betek he varo. Ne deue ac’hano nemed evit mont d’ann Iliz ; di avad ez ea aliez, ha ne vanke morse da gommunia da zul. Seitek vloaz oa bet o redet bro enn eur glask he voued, hag epad seitek vloaz all e vevaz evelse egiz eur paour e palez he dad.
Bez’ en doa kalz da c’houzanv euz a berz servicherien ar palez. Ar re-ma a roe d’ezhan avechou taoliou dorn ha taoliou treid ; avechou all, e chachent var he varo ha var he vleo, hag avechou all c’hoaz e stlapent varnhan ann dour a veze bet o skaota. Evelato muioc’h a boan en doa c’hoaz o velet glac’har he dad, daelou he vamm, hag o klevet huanadennou he bried. Meur a vech e oue dare d’he galoun mankout ; mes gant sikour gras Doue e oue bepred treac’h d’ann natur ha d’ar goad.
Eunn devez, Doue a ordrenaz d’ezhan skriva histor he vuez. Senti a eure dioc’h-tu, ha prest goude e varvaz enn eur zelc’her pleget etre he zaouarn ar paper m’en doa skrivet varnhan he hano hag hano he dud, hag ar pez en doa great abaoue m’oa bet tec’het euz ar gear betek m’oa distroet da c’houlenn repu evel eur paour keaz.
Hogen, ne c’houfe den lavaret peger mantret e oue he dad, he vamm hag he bried, pa oue dispaked ha lennet ar paper-ze a zalc’he etre he zaouarn. Diroll a rejont da vouela ha da hirvoudi ken a dregarne gantho kement korn a ioa er palez. « — Aleksis ! Aleksis !! » eme he dad hag he vamm.
« — Va fried ker, eme ar verc’h-kaer, perak eta n’on euz-ni ket hoc’h anavezet kentoc’h? Perak n’e ket bet falvezet d’ehoc’h da vihana en em rei d’eomp da anaout araok ho maro? »
Goulskoude Doue en doa dija diskleriet santelez he