Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/506

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

d’al Lorreenn hebken ekasaz betek pemp kant mil skoet ha kant mil lur ouspenn. Ann holl o devoa kement a istim hag a respet evithan ma rinse peb hini he ialc’h evit rei arc’hant d’ezhan da ober aluzenn. Kas a eure ive misionerien d’ann Afrik, el leac’h m’oa bet he-unan e kaptivite, ha beteg enezenn Madagaskar.

Ar roue Loiz XIII her galvaz da vont var he dro p’edo enn he glenved diveza, hag a lavaraz d’ezhan goude-ze : « — Ma rafe Doue ar c’hras dinn da barea, ne hanfenn mui den ebed da eskop, nemed tremenet en defe tri bloaz ganehoc’h-hu, Aotrou Visant. »

Enn despet d’ar stad a reat anezhan, ar Zant a ioa bepred humbl ha distag he galoun dioc’h madou hag henoriou ann douar. Ne veve nemed evit Doue, ha ne glaske e peb tra nemed gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Mervel a eure e Paris, d’ar 27 a viz guengolo euz ar bloaz 1660, oajet a bemp bloaz ha pevar-ugent, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Karit ho nesa evel en deuz great sant Visant a Baol. Daoust ma’z oa paour he unan e kavaz ann tu da ober aluzennou braz. Mes, ne zelle ket hebken oc’h ezommou ar c’horf ; mui a druez en doa c’hoaz ouz ann eneou, ha ne baouezaz da labourat evit ho zenna euz lasou ann drouk-spered. Ar guir garantez kristen a roi da bep hini ac’hanhoc’h nerz hag ijin da ober kement all.




ann ugentved devez a viz gouere


SANT JEROM EMILIAN
————


Jerom a ioa ganet e kear Veniz enn Itali a dud a lignez huel. D’ann oad a bemzek vloaz ez eaz da zoudard, hag enn arme, siouaz ! ec’h ankounac’heaz buhan ar c’henteliou mad en devoa bet enn he vugaleach ; mes Doue a gavaz ann tu da ober d’ezhan dont ennhan he-unan. Enn eunn amzer a vrezel e kouezaz etre daouarn