dreid, enn eur lavaret d’he zro : « O va Mestr! » Hogen,
hor Zalver a respountaz d’ezhi : « — It da gaout va breudeur,
ha livirit d’ezho euz va ferz : Mont a rann
da bignat varzu va Zad hag hoc’h hini, varzu va Doue
hag ho Toue. »
Goude merzerenti sant Stephan, ar Iuzevien a lakeaz Lazar hag he ziou c’hoar enn eur vag ha n’e devoa na stur, na goel, na rouenv ebed, hag ho lezaz da vont evelse gant ar mor o sonjal ne zalejent ket da veza beuzet. Mes Doue a veille varnho, hag erruout a rejont heb drouk ebed e porz Marseill e Frans. Lazar a deuaz, da veza kenta eskop ar gear-ma, ha Mari-Madalen en em dennaz enn eur c’havarn a ioa eiz leo ac’hano e kreiz eur menez huel. Er c’havarn-ze e vevaz c’hoaz tregont vloaz enn eur gastiza he c’horf dre binijennou skrijuz, ha goudeze ez eaz erfin d’ar baradoz da gaout Jezuz, he muia karet.
Mar d-eo kaer dirak Doue ann eneou a zo chomet ato pur ha chast, ar re a zo bet saotret dre ar pec’hed a c’hell dont da veza ker kaer all dre ar binijenn. O velet ar garantez a ziskuez Jezuz da Vari-Madalen, piou a c’hellfe disfiziout euz trugarez he Zalver ? Ar brasa pec’her eo a ra muia levenez da galoun Doue o tistrei var ann hent mad.
r zant-ma a ioa unan euz a ziskibien hor Zalver.
Goude m’oa pignet Jezuz-Krist enn env, ez eaz gant
sant Per da Antioch, hag ac’hano da Rom. Sant Per her
sakraz eskop, hag her c’hasaz da Raveenn da brezeg ann
Aviel. Enn eur erruout eno, e reaz anaoudegez gant eur
zoudard hag en doa eur mab dall. Apolliner a reaz sin
ar groaz var hema, ha kerkent e teuaz ar gueled d’ezhan.