Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/515

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Ar mirakl-ma a oue aoualc’h evit gounit d’ar feiz ar zoudard hag he vab, hag holl dud ho zi.

Eunn offiser, o veza klevet ann dra-ze, a bedaz ar Zant da vont da gaout he c’hreg a ioa klanv pell a ioa ha prest da vervel. Apolliner a reaz ive sin ar groaz var ar vaouez-se, enn eur lavaret d’ezhi sevel ennhe za enn hano Jezuz-Krist. Raktal e savaz, ha neuze he fried hag hi hag ho bugale en em strinkaz d’ann daoulin evit adori Doue ar gristenien. Ar brud euz ar burzudou-ma a redaz buhan dre gear, hag heb dale e oue eunn niver braz a dud fidel e Raveenn.

Kement-se a lakeaz beleien ann idolou da egari, ha setu hi ha diskuill ar Zant d’ar gouarner Saturnin. Hema a c’halvaz Apolliner dirazhan, hag a c’houlennaz outhan : « — Piou oc’h-hu, ha petra glaskit-hu dre ama ? » « — Me zo kristen, eme ar Zant, hag a zo ama o prezeg Aviel Jezuz-Krist, guir Vab Doue. » « — Ne anavezit-hu ket Jupiter, Mestr ann doueou ? » eme ar gouarner. « — Nann avad, » eme Apolliner. Var gement-se Saturnin a gasaz ar Zant da dempl Jupiter. Mes, o velet ann traou kaer a ioa eno, Apolliner a lavaraz : « — Setu aze aour hag arc’hant hag a ve guelloc’h kalz etre daouarn pe e godellou ar beorien eget dirak patrom eunn drouk-spered. » O klevet ar c’homzou-ma, beleien ann idolou hag ar bobl a lammaz gant ar Zant, hag hen stlejaz er meaz euz a gear beuzet enn he c’hoad. Mes ar gristenien a louzaouaz he c’houliou, hag a benn c’houec’h miz goude oa pare. Etre daou, eunn Aotrou euz ar vro, he hano Bonifas, a ioa deuet da veza mud : Apolliner a roaz d’ezhan ar prezeg adarre. Ann Aotrou-ze en doa eur verc’h pe eur plac’h hag a ioa eat ann diaoul enn he c’horf. Ar Zant a gasaz ive ann diaoul euz a gorf ar verc’h pe ar plac’h-ma, hag ann daou virakl nevez-se a reaz da ouspenn pemp kant paian digeri ho daoulagad da sklerijenn ar feiz. Mes re all, poulzet gant ann drouk-spered, a grogaz enn eskop kalounek, ha goude beza he vazatet enn eur feson didruez, e rejont d’ezhan bale diarc’henn var glaou beo. Goudeze her c’hasjont er meaz euz ho c’hear evel m’oa bet kaset dija euz a gear Ra-