Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/519

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ar pemped var’nn ugent a viz gouere


SANTEZ JAKEZ, ABOSTOL
————


Ar zant-ma a ioa mab da Zebedee ha da Zalome, ha breur da zant Iann avieler. Hanvet e oue Jakez ar major abalamour m’oa bet galvet da veza abostol araok ar zant Jakez all a zo he c’houel d’ar c’henta a viz mae. Bez’ e oue unan euz ann tri ziskib a ioa karet gant hor Zalver dreist ar re all, hag a gasaz ganthan var menez Thabor pa lakeaz da bara var he gorf ar sked dudiuz euz a c’hloar ar baradoz, ha d’ar jardin Olived, enn noz kent he varo, evit beza test euz he anken hag euz he angouni. Ann daou all oa sant Per ha sant Iann.

O velet ar stad a rea Jezuz euz he daou vab, Salome a deuaz d’he gaout gantho eunn droiad, hag a lavaraz d’ezhan : « — Mestr, grit ma vezo ann daou-ma unan a bep tu d’ehoc’h enn ho rouantelez. »

Mes hor Zalver a respountaz raktal enn eur drei oc’h Jakez ha Iann : « — Ne c’houzoc’h ket petra c’houlennit. Goest oc’h-hu da eva ar c’halir a dleann-me da eva, da lavaret eo, da c’houzanv ar poaniou a dleann-me da c’houzanv ? » « — Ia, emezho, goest oump, » « — Guir eo, eme Jezuz, eva a reot ar c’halir a dleann-me da eva. Goulskoude n’e ket d’inn-me eo lakaat ac’hanhoc’h enn tu deou pe enn tu kleiz d’inn em rouantelez : ar plasou-ze a zo d’ar re m’int merket d’ezho gant va Zad. »

Ann ebestel all, o veza klevet ar pez o doa great Salome hag he daou vab, a ieaz drouk ennho. Mes hor Zalver a gemeraz tro ac’hano da rei d’ezho eur gentel