Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/525

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

sant Ildut a ioa bet klevet o lavaret : « — Pebez anaoudegez vad ne dleomp-ni ket d’ehoc’h, o va Doue, abalamour m’oc’h euz lakeat ann heol-ma da zevel enn hor bro ! Nag a boblou a vezo sklerijennet ganthan enn tu-ma hag enn tu all d’ar mor ! Nag a dud a vezo dlaourien d’ezhan euz ho zilvidigez ! Ia, setu aze eur c’hrouadur hag a vezo eunn deiz henor ar Vretouned ha gloar ann Iliz. »

Eur vech belek, Samson a c’houlennaz kounje digant he vestr d’en em denna enn eunn eneaenn el leac’h ma’z oa eur rumm venac’h hag a rene eur vuez kalet ha pinijennuz meurbed. Sant Ildut a roaz kounje d’ezhan, hag enn enezenn-ze e tremene ann deiz o pedi hag o labourat, hag ann noz o vedita var ar Skritur Sakr. Pa veze re zare gant ar c’hoant kousket, ec’h harpe he benn oc’h eur voger pe eunn dra all bennag, hag e rea eur voredenn enn he za ; mes ne d-ea morse da vele ebed.

Etre daou e oue galvet da vont var dro he dad, a ioa kouezet goall glanv. Kerkent ha ma erruaz er gear, he dad en em gavaz guelloc’h hag a zonjaz kuitaat ar bed eveldhan evit en em rei holl da zervich Doue. Samson a lakeaz ive ar memes sonj e spered he vamm hag he vreudeur, hag e spered eunn eontr, eur voereb ha tri genderv d’ezhan. Goudeze e tistroaz d’he gouent hag e oue hanvet da zuperior ; mes a benn trivac’h miz e lezaz ar garg-se evit mont d’ann Irland da studia ar Skritur Sakr ; rak kredi a rea n’oa ket c’hoaz habil aoualc’h var ar poent-ma.

O veza distro da Vro-Zaoz, ec’h en em dennaz gant pevar manac’h all enn eur c’havarn spountuz a ioa e kreiz eur c’hoat braz, hag er c’havarn-ze e veve heb dibri tamm ebed, kouls lavaret. Mes eskibien ar vro a reaz d’ezhan dont ac’hano evit he lakaat da abad enn eur gouent a ioa bet savet guech all gant sant Jermena Aoserr. Prest goude e oue sakret eskop he-unan, gant ar c’halloud da brezeg ann Aviel el leac’h ma karje Doue he gas, hag heb beza stag oc’h eskopti ebed.

Neuze eunn eal a lavaraz d’ezhan treuzi ar mor evit dont da Vreiz, ha Samson a zentaz raktal ouz ar vouez-se