ant Stephan o veza bet labezet gant ar Iuzevien, da
lavaret eo, lazet a daoliou mein, ann dud fidel a
enterraz he gorf gant kalz a respet ; mes gant ann amzer
e teujot da ankounac’haat e pe leac’h oa bet enterret.
Hogen, er bloaz 415, ez oa e bourg Kaphargamala er
Judee eur belek santel, he hano Lusian, hag a ioa kustumm
da vont bemnoz da gousket d’ann iliz evit teuler
evez euz ann traou sakr. Eur guenorvez, tri a viz kerzu,
edo hanter-zihun enn he vele, a ioa e chapel ar Mean-Fount,
pa velaz dirazhan eunn den koz, braz ha kaer
meurbed. He varo a ioa hirr ha guenn, he zillad guenn
evel he varo, hag enn he zorn e touge eur vialenn aour.
Ann den koz-ma, o veza tosteat oc’h Lusian, her galvaz dre he hano a benn teir guech, hag a lavaraz d’ezhan mont da Jerusalem da lavaret d’ann eskop Iann dont da zigeri ar beziou el leac’h m’edo he relegou ha re eunn nebeut servicherien all da Jezuz-Krist. « — Evelse, emezhan, e c’hello meur a hini obten trugarez digant ann Aotrou Doue. »
Lusian d’he dro a c’houlennaz ouz ann den koz piou oa, ha kerkent e respountaz : « — Me eo Gamaliel, ann hini en deuz great skol var al lezenn d’ann abostol sant Paol. Er zao-heol d’ar beziou ema korf sant Stephan, a oue labezet gant ar Iuzevien er meaz euz a gear Jerusalem. Ann dud fidel her c’herc’has ac’hano enn noz, dre va urs-me, hag a gasaz anezhan da eunn ti am boa var ar meaz. Me hen enterraz goudeze er plas ma tlienn beza enterret va-unan. Nicodem, ann hini a deue da velet Jezuz dre guz, a zo eno ive ena eunn arched all. Pa renkaz kuitaat Jerusalem abala-