Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/553

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



Mes etre daou Siriak a oue klasket adarre da vont d’ar Pers var dro merc’h ar roue Sapor, a ioa eat ive ann diaoul enn he c’horf. En em lakaat a eure enn hent raktal asambles gant he zaou vignoun, hag enn eur erruout er vro-ze e kasaz ann drouk-spered euz a gorf merc’h ann impalaer. Mes er Pers n’e ket hebken merc’h ar roue a oue gounezet d’ar feiz dre eunn hevelep mirakl ; he zad a oue gounezet ive, ha ganthan ouspenn pevar c’hant all, ken goazed, ken merc’hed. Siriak a vadezaz ann holl baianed-se, ha goudeze e tistroaz da Rom.

Eno Larg, Smaragd hag hen a vevaz eur pennad all e peoc’h. Mes, ann impalaer Dioklesian o veza roet ann dilez euz hedron, ne zalejont ket da veza prizouniet evit ann eil guech, hag enn dro-ma e ouent koundaonet ho zri da veza dibennet. Siriak a oue skuillet da genta pek bero var he benn. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 303 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Ann tri zant-ma, o veza bet koundaonet da labourat evel ann dararerien geiz ma kasent boued d’ezho dre guz, n’oa ket aoualc’h evitho dougen ho beac’hiou ho-unan, dougen a reant c’hoaz beac’hiou ar re all, ha dreist holl beac’hiou ar re a ioa dija sempl ha kabac’h. Pebez karantez a ioa neuze etouez ar gristenien, ha pegen nebeut a zo brema etouez ann amezeien hag ar breudeur zoken ! Nag a bed den dic’hras a diavis ne gaver ket bemdez, ha ne fell d’ezho ober netra evit ho nesa ! Goulskoude Doue a gemer evel great evithan he-unan ar pez a reomp evit hon nesa. Bezit eta prest ato da zikour ar re all, da ober vad pe blijadur d’ezho, hag evelse e viot paet mad eunn deiz gant ann Tad oc’h euz enn env, hag a vel ar garantez a zo enn ho kaloun evit o nesa.





ann naved devez a viz eost


SANT JERMEN, ESKOP
————


Jermen a ioa ganet e kear Aoserr e Frans a duda lignez huel. Goude beza bet er skol enn he vro epad meur a vloaz, ez eaz da Rom da ober he studi evit beza alvo-