Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/564

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet



D’ann eil. — Ne c’houzounn ket petra c’hell eunn ene da garet, ma ne gar ket Doue.

D’ann trede. — Ann nep a zo e gras Doue a zo pinvidik aoualc’h, hag eur galoun ha n’e deuz ket aoualc’h gant Doue a zo re ziez da garga.

D’ar pevare. — Peger berr e kaver ann noz pa he zremener o vedita var basion hor Zalver !





ann trizekved devez a viz eost


SANT HIPPOLIT HA SANT KASIAN, MERZERIEN
————


Hippolit a ioa kabiten e goardou ann impalaer Valerian hag a oue karget da ziouall sant Lorans pa oue kaset ann avieler kalounek-ma d’ar prizoun. O velet ar miraklou a rea ar prizounier, e kredaz he-unan e Jezuz-Krist, ha prest goude e oue badezet asambles gant holl dud he di ; hogen, ar re-ma a ioa naontek pe ugent anezho.

Hippolit a felle d’ezhan mont dioc’htu da ziskleria d’ann impalaer oa en em c’hreat kristen. Mes sant Lorans a viraz outhan, enn eur lavaret : « — Kemerit hoc’h amzer ; ho tro-c’houi n’e ket deuet c’hoaz, mes dont a raio heb dale. » Var gement-se, ann avieler santel a echuaz he verzerenti, hag Hippolit a enterraz he gorf gant respet e guered Siriak.

A benn tri devez goude, e oue galvet ar c’habiten dirak ann impalaer. « — Petra, eme Valerian, c’houi oc’h euz enterret ann den fallakr-se on euz roet urs da rosta ez-veo ! C’houi a zo eta ive sorser eveldhan ? » « — N’ounn ket sorser, eme Hippolit ; mes kristen ounn avad, ha foug zo ennon o veza. »

O klevet ar respount-ma, ann impalaer a reaz brevi korf ar c’habiten a daoliou baz. Mes Hippolit a jome ato stard enn he feiz, hag a lavare oa prest da skuill evit Jezuz-Krist betek ar berad diveza euz he c’hoad. Neuze Valerian a glaskaz he c’hounit dre bromesaou kaer. « — Kinnigit ezans d’ann doueou, eme ann impa-