Ne c’houfe den lavaret gant pebez henor e oue digemeret mamm Doue enn env. Ann elez hag ann arc’helez a deuaz holl d’he diambroug. Pa he remerkchont o tont aziabell, e ouent souezet o velet peger skeduz oa. « — Piou eo hounnez, emezho, a zav dioc’h ann douar hag a zo henvel ouz ann deiz o c’houlaoui ? » Ann Tad eternel a zaludaz anezhi evel he verc’h, ar Spered-Santel evel he bried, hag hor Zalver Jezuz-Krist he lakeaz da azeza var eunn tron a c’hloar enn tu deou d’he hini, hueloc’h eged ar cherubined hag ar seraphined. Goudeze erfin, ann tri fersoun adorabl euz ann Dreinded he c’hurunaz, dirak ann holl sperejou euruz euz ar baradoz, evel rouanez ann elez hag ann dud. He c’hurunen, eme ann abostol sant Iann, a zo great gant daouzek steredenn ; he mantell a rouanez eo ann heol, hag al loar a zervich da skabell dindan he zreid.
Ann abostol sant Paol, enn eur gomz euz hor Zalver Jezuz-Krist, a lavar e kendalc’h da veza enn env hon alvokad dirak Doue. Euz ar Verc’hez Vari e c’heller lavaret ive gant guirionez e kendalc’h da veza er baradoz hon alvokadez dirak he mab. Goude Doue eta lakeomp bepred hon holl fizians e mamm Doue. « — Goulennit sikour diganthi, eme zant Bernard, hag hi ho selaouo hag a vezo selaouet d’he zro. Jezuz e kichen he dad, ha Mari e kichen Jezuz, setu aze petra dle beza ar mean-diazez euz hon esperans ; rak Doue ann Tad ne c’houfe morse ober ar skouarn vouzar ouz he Vab, na Jezuz ober ar skouarn vouzar ouz he vamm. »