Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/581

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Bernard ne oue ket pell er gouent na zervichaz da skouer d’ann holl dre he humilite, he spered a binijenn hag a baourentez, ha dre he aked da bedi ha da vedita. Aliez e komze evelhenn outhan he-unan : « — Bernard, d’ober petra oud-te deuet ama ? Ha n’e ket evit beza sant eo ? Labour eta d’en em zantifia. » Ha var gement-se e poanie mui eget biskoaz da gastiza he gorf dre ar iun, da lakaat he holl skianchou da zuja d’ar spered, da vervel d’ar bed ha d’ezhan he-unan, ha da veva egiz ma vever er baradoz, ato evel beuzet e Doue heb ober van euz a netra all ebed.

Ne oa c’hoaz nemed daou vloaz abaoue m’edo Bernard e kouent Sito, rak er gouent-ma eo oa en em dennet gant he vreudeur, pa oue kaset da Glervo da zevel eur gouent nevez. Eno e oue roet d’ezhan ar garg a abad pe a zuperior, hag er garg-se e oue bepred evel eunn tad evit ar venac’h en doa da c’houarn. Ar brud euz he zantelez a reaz da gement a dud iaouank diredet a bep tu da c’houlenn beza resevet enn he Urs ma renkaz sevel evitho eur maread kouenchou all, e Frans hag enn Itali. Dont a eure erfin da veza ken anavezet ha ken istimet e kement korn a ioa er bed katholik ma ne rea ar pabed netra a vraz heb goulenn kuzul diganthan, ha ma veze pedet gant ar rouaned ho-unan da lakaat ar peoc’h entrezho pa ne c’hellent ket en em glevet mad ann eil gant egile.

Enn despet da gement-se, Bernard a gavaz c’hoaz amzer da skriva levriou hag a zo eunn testeni anat en doa desket muioc’h gant Doue eged o studia he-unan. Ar pez a remerker el levriou-ze, etouez kalz traou all, eo he zevosion dener evit ar Verc’hez Vari.

Erfin, goude beza bet eur sklerijenn gaer evit ann Iliz, goude beza trec’het ann heretiked dre nerz he gomzou, goude beza lavaret nann meur a vech pa ginniget d’ezhan eunn eskopti pe eunn arc’heskopti bennag, ar zant-ma a gouezaz klanv e Klervo, hag a varvaz etre divreac’h he venac’h d’ann 20 a viz eost euz ar bloaz 1153, oajet a dri bloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez, epad he vuez ha goude he varo, dre eunn niver