Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/595

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



SONJIT ERVAD

Ann doktor braz Tertullian a gave abeg e sant Zephirin abalamour, var he veno, sant Zephirin a ioa re jentil e kenver ar bec’herien. Ar pab santel a reaz kement a ioa enn he c’halloud evit ober d’ezhan digeri he zaoulagad hag anaout n’edo ket ar virionez ganthan. Mes Tertullian a jomaz bepred aheurtet, hag a droaz erfin gant ann heretiked. Setu aze petra erru peurvuia gant ann dud ourguilluz. Morse ne fell d’ezho anzao e vent bet faziet ; eur vech lakeat eunn dra enn ho fenn, ne zelaouont na persoun, nag eskop, na pab, ha kentoc’h eget plega e lezont ar relijion a gostez hag e teuont erfin da veza he goasa enebourien. Diouallit eta dreist peb tra rak ann ourgouill : enn ourgouill ema ar c’hrizienn euz ann holl bec’hejou ha soursenn ann daonasion.




ar seizved var ’nn ugent a viz eost


SANT JOSEPH KALASANZ, FOUNDATOUR AR SKOLIOU DEVOT
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Petralt er Spagn, hag a roaz a-vihanik merkou euz ar garantez a dlie da gaout divezatoc’h evit ar vugale, hag euz ar boan a dlie da gemeret evit ho skolia hag ho c’helenn hervez Doue. Rak, o veza c’hoaz krouadur, e tastume enn dro d’ezhan ar botred all euz he oad evit deski d’ezho ho fedennou hag ho c’hatekiz.

Epad m’edo oc’h ober he studi, eur vaouez pinvidik a glaskaz he zougen d’ar pec’hed ; mes, gant sikour gras Doue, e c’hounezaz ar viktor var ann dentasion-ze, ha goudeze e resevaz ann Ursiou sakr. D’ann ampoent oa dija habil-braz var ann theoloji kouls ha var skianchou ar bed. Eur vech belek, e prezegaz gant kalz a frouez er C’hastill, enn Aragon hag er C’hatalogn : eur mestr oa dreist peb tra da unani ar re a veze kasouni entrezho. Mes eunn devez eur vouez euz ann env a lavaraz d’ezhan mont da Rom, ha raktal e sentaz.

Joseph a erruaz e Rom er bloaz 1592, hag eno e kastizaz he gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou. Tremen a rea ann deiz hag ann noz o pedi hag o vedita ;