en em lakaat a eure e breurieziou santel, hag ann dud paour a reseve kalz sikour diganthan, dreist holl pa vezent klanv pe zalc’het er prizoun. Enn eur mare m’edo ar vosenn e kear, ha ma varve ann dud ganthi evel kellien, ar zant-ma, evel sant Kamill Lellis, ne oue ket aoualc’h d’ezhan entent ouz ar re a veze taget gant ar c’hlenved heuzuz-se ha louzaoui ho gouliou ; samma a rea, ouspenn, ar c’horfou maro var he ziouskoaz evit mont he-unan d’ho enterri.
Abarz ar fin Doue a roaz da anaout d’ezhan oa galvet da zevel eunn Urs nevez a venac’h evit skolia ar vugale baour. Ann Urs nevez-ma a oue lakeat ganthan dindan patrounach Mamm Doue, hag hanvet Urs Kloareged-ar-Skoliou-Devot. Ne zaleaz ket d’en em astenn enn eur maread broiou euz ann Europ ; mes ive nag a boan n’en devoue ket Joseph evit dont a benn euz ann dra-ze ! Kaout a reaz var he hent a bep seurt kontrolieziou ; ne oue espernet netra evit klask kaeat outhan, ha great e oue goasa a c’hellet d’ezhan he-unan. Mes hen a c’houzanve peb tra heb en em glemm, hag a iea atao araok heb fallgalouni. Setu perak ann holl a lavare : « — Hema a zo henvel ouz ann den santel Job. »
Petra bennag m’en devoa ar garg a zuperior jeneral euz he Urs, Joseph ne baouezaz morse da ober skol d’he vugaligou ger, d’ar re baoura dreist holl. Skuba a rea ive ann ti var ho lerc’h, hag he-unan ez ea d’ho c’has d’ar gear goude ar skol. Epad daou vloaz hag hanter-kant dioc’htu e kendalc’haz da ober al labouriou humbl-se, ha n’ho lezaz ket zoken a gostez d’ann ampoent m’oa eat dija he iec’hed da fall. Evit he rekoumpansi, Doue a reaz meur a virakl enn he genver dirak he ziskibien, hag ar Verc’hez Vari en em ziskouezaz d’ezhan eunn droiad gant ar Mabik Jezuz var he breac’h. D’ar mare-ze, ar skolaerien a ioa o pedi, hag ar Mabik Jezuz a astennaz he zorn varnho evit ho bennigen.
Goude beza poaniet epad keit all a amzer da rei eunn deskadurez kristen d’ar vugaligou baour, sant Joseph Kalasanz a varvaz e peoc’h e Rom er bloaz 1648, oajet a zaouzek vloaz ha pevar-ugent. A benn kant vloaz