goude, e oue kavet he galoun hag he deod enn ho fez, ha ker fresk ha biskoaz.
Ar c’haera euz ann holl oberiou a drugarez eo kelenn var guirioneziou ar feiz ar re n’ho anavezont ket. Ne c’houfac’h eta ober netra guell eget deski ho fedennou hag ho c’hatekiz d’ar vugale baour euz hoc’h amezegez, a zo lezet enn abandoun gant ho zud e kenver ar poent-se. Evelse o pezo muioc'h a virit dirak Doue eged o iun divar bara ha dour, hag e c’hellot gounit eur maread induljansou, ken induljansou plenier, ken induljansou all.
ogustin a ioa ganet enn Afrik, ha
mab da Zantez Monika. Bez’e oue
unan euz ar c’haera sperejou a zo bet
biskoaz ; mes betek ann oad a zaou
vloaz ha tregont e renaz eur vuez a zizurs
hag a skouer fall. Dilezel a reaz
zoken ar relijon gatholik evit heul fals
kredennou ann heretiked. Monika a ioa
rannet he c’haloun o velet komportamant
he mab, ha ne ehane da vouela
ha da hirvoudi o sonjal ennhan. Mes
pedi a rea ive a dreuz he daelou hag he
hirvoud, ha Doue a zelaouaz erfin he fedennou
hag he huanadou.
Aogustin, o veza bet hanvet da rejant ar rhetorik e kear Milan, a reaz anaoudegez eno gant sant Ambroaz, eskop ar gear-ze. Plijadur en doa o vont da zelaou ann eskop-ma o sarmoun, abalamour ma’z oa eunn den he-lavar. Hogen, ar zarmouniou-ze a zigoraz d’ezhan he zaoulagad a nebeut a nebeut. Mes, goude beza anavezet he-unan n’edo ket var ann hent mad, nag a boan n’en