Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/602

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Herodiades : houma enn he c’hounnar, a glaskaz ann tu da lakaat ar prophet kalounek d’ar maro abalamour ma koundaone he buez direol.

Da genver ann deiz m’oa ganet, Herodes a roaz eul lein vraz d’he offiserien ha d’ann dud a renk huela euz ar Galilee. Merc’h Herodiades a zansaz epad lein, hag a blijaz kement d’ar roue ha d’ar goumpagnunez ma lavaraz Herodes d’ezhi : « — Goulennit diganen ar pez a gerot, ha me hen roio d’ehoc’h, ha pa ve zoken ann hanter euz va rouantelez e ve. » Er memes amzer e touaz var he le e talc’hche mad d’he c’her. Ar verc’h a ieaz neuze er meaz euz ar zal da gaout he mamm. « — Va mamm, emezhi, petra c’houlenninn ? » Hag he mamm d’ezhi kerkent : « Goulenn penn Iann-Vadezour. »

Var gement-se, ar verc’h a zistroaz d’ar zal, hag a lavaraz da Herodes : « — Me c’houlenn ma vo roet d’inn ama dioc’htu penn Iann-Vadezour var eur plad. » Ar goulenn-ma a reaz kalz poan d’ar roue. Goulskoude, abalamour m’en doa touet var he le e raje ar pez a vije goulennet diganthan, e kasaz tud raktal da zibenna Iann-Vadezour enn he brizoun. Ar penn a oue digaset d’ar zal var eur plad ha roet d’ar verc’h iaouank, hag houma a redaz da ziskouez anezhan d’he mamm.


SONJIT ERVAD

Sant Iann-Vadezour a zo lakeat d’ar maro a greiz eur fest ha goude ann dans. Nag a bec’hejou a deu evelse aliez da heul ar festou hag ann dansou ! Petra ne c’hell ket ann den da lavaret pe da ober c’hoaz pa vez krog enn he c’hoad tan ann ioulou fall ? Mar fell d’ehoc’h eta beva e gras Doue, tec’hit dioc’h ar festou hag ann dansou-ze, a denn da bep seut dizursiou hag a zo ar penn-kaoz euz a zaonasion kement a dud.