Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/603

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet



ann tregontved a viz eost


SANTEZ ROZA A LIMA, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ganet e kear Lima er Perou, hag a oue ar boked kenta a zantelez a ziouanaz var douar ann Amerik er penn dioc’h ar C’hresteiz. He hano badiziant oa Izabel ; mes, eunn devez m’oa kousket enn he c’havell, d’ann oad a dri miz, he mamm a velaz enn eunn taol kount he zal o lugerni evel eur rozenn gaer ha dudiuz, ha divar neuze ne reaz mui nemed Roza pe Rozenn anezhi ; rak ar ger roza a zinifi rozenn e latin.

Goulskoude, pa deuaz da gaout eunn tammik skiant, ar verc’h a gemeraz poan gant ann dra-ze. Aoun e devoa na vije bet leshanvet evelse evit lakaat foug ennhi abalamour d’he gened. Mes ar Verc’hez a lamaz ann nec’hamant-ma divar he spered, enn eur lavaret d’ezhi : « — Roza, ann hano-ze a blij d’am mab, ha me a fell d’inn e stagfez va hini outhan, hag e vez hanvet hiviziken Roza-Mari. »

D’an oad a bemp bloaz, edo eunn droiad o c’hoari gant he breur kosa, hag hema a gaillaraz he bleo d’ezhi. Kerkent e teuaz tenval he fenn, hag he breur, o velet ann dra-ze, a gomzaz outhi evelhenn var don eur belek o sarmoun : « — Petra, dimezell, kalz a istim oc’h euz eta evit ar rouejou-ze a zervich da baka ann eneou ? » Ar c’homzou-ma a ieaz doun e kaloun Roza, ha prest goude e reaz veu da jom bepred guerc’hez, hag e trouc’haz he-unan he bleo.

Divar ar mare-ze ec’h en em daolaz holl d’ann oberiou a binijenn. Ne felle d’ezhi dibri frouezenn ebed, petra bennag ma karie kalz ar frouez, ha d’ann oad a c’houec’h vloaz, ec’h em em lakeaz da iun eur vech, diou vech er zizun, hag aliez divar bara ha dour, pa c’helle hen ober heb kontrolia he mamm. Rak ato oa leun a respet hag a zentidigez e kenver he zud.