Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/605

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



SONJIT ERVAD

Mamm ar zantez-ma a ordrenaz d’ezhi eunn devez lakaat eur c’harlantez bokedou enn dro d’he fenn, ha Roza a zentaz dioc’htu ; mes staga a reaz ar c’harlantez-se ouz he fenn gant eur spillenn. Setu aze penaoz ar Zent o deuz great ato brezel d’ho c’horf dann ampoent zoken m’o doa doare da ober stad anezhan. Ma ne c’hellit ket eveldho kastiza hoc’h hini dre ar iun hag a daoliou fouet, bezit da vihana bepred var evez evit mouga he voall ioulou kerkent ha m’ho zantot, hag ober d’ezhan iun euz ar pec’hed, hag euz a gement tra a zoug d’ar pec’hed.




ann unan ha tregont a viz eost


SANT REMON NONNAT
————


Remon a deuaz er bed goude maro he vamm, hag abalamour da ze e oue leshanvet Nonnat ; rak ar ger-ma a zinifi eunn den ha n’e ket ganet evel ar re all. Rei a eure a-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont ; rak d’ann oad-se oa dija troetoc’h var ann devosion eget var ar c’hoari.

Pa oue braz aoualc’h da vont dar skol, e oue lakeat var ar studi ; mes, gant aoun na zavche c’hoant ganthan da veza belek pe vanac’h, he dad a reaz d’ezhan distrei d’ar gear, hag her c’hasaz da labourat eur ferm en doa var ar meaz. Remon a zentaz heb lavaret ger, hag, o veza ma karie beza he-unan, e lezaz al labour all gant ar mevellien, hag ec’h en em gargaz da ziouall al loaned.

Hogen, sant Nikolas en devoa eur chapel e traon ar menez el leac’h ma veze peurvuia gant he loaned, hag er chapel-ze ez oa eunn imach d’ar Verc’hez Vari. Remon en em denne eno aliez da bedi ar Verc’hez da gaout truez outhan, ha da gemeret anezhan evit he mab p’e guir n’en doa mamm ebed var ann douar.

Mari a zelaouaz he bedenn, hag a roaz da anaout d’ezhan e raje plijadur d’ezhi o vont enn Urs a ioa nevez