Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/609

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

nemed bodennou drez ha spern. Eno e felle d’ezhan tremen ann nemorant euz he vuez, pell dioc’h trouz ar bed ha dianavezet gant ann dud.

Goulskoude a veac’h ma kave el leac’h gouez-se eur c’hrizienn pe eul louzaouenn bennag da zibri ; mes Doue a zigase d’ezhan bemdez eunn heizez hag a vage anezhan gant he leaz.

Hogen, ann heizez-ma a oue remerket eunn devez gant chas Childebert, roue Frans, a ioa o chaseal er c’hoat-se. Raktal e redaz da guzat da ermitach ar Zant ; mes ar chas a redaz var he lerc’h, hag ar roue a ieaz ive da heul. Kaout a eure Jiles var bennou he zaoulin enn he garrek kleuz, he spered evel beuzet e Doue, hag ann heizez gourvezet eharz he dreid.

Childebert a jomaz mantret o velet kement all, hag evit diskouez ar respet en doa evit ar Zant, e kinnigaz d’ezhan prezanchou kaer. Mes Jiles a respountaz ne gemerje netra evithan he-unan. Kounsanti a reaz hebken ma vije savet eur gouent e plas he ermitach evit ann dud o devije c’hoant da guitaat ar bed eveldhan, hag ar roue a roaz urs da staga dioc’htu d’al labour-ze.

Ar gouent ne oue ket pell evit beza savet, hag abarz nemeur e oue leun a venac’h devot hag a veve evel ermited ann Ejipt hag ann Thebaid guech all. Jiles a oue hanvet da zuperior enn despet da gement a reaz evit klask miret.

Eunn devez, ar roue a gemennaz d’ezhan mont d’he gaout da Orlean. Jiles a zentaz, hag epad ma oue oc’h ober he dro, e reaz adarre eur maread miraklou. Goudeze ez eaz da Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol. Eno da vihana ec’h espere ne vije anavezet gant den. Mes he zantelez hen diskuille e peb leac’h, hag ar pab, o veza gouezet piou oa, a c’hoanteaz he velet, hag a reaz stad anezhan evel m’en doa great ar roue Childebert.

Goude beza bet e Rom, ar Zant a vevaz c’hoaz meur a vloaz enn he gouent. Doue her galvaz erfin davethan, d’ar c’henta a viz guengolo, eur blavez bennag araok ar bloaz 600.