Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/612

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


He-unan e oue skoet gant eur c’hlenved hirr ; mes ato e c’houzanvaz he boan heb en em glemm, hag er bloaz 1038 ez eaz erfin da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he veritou, da zeiz gouel Maria-Hanter-Eost. Hed ar vech en doa bet eunn devosion dener evit mamm Doue, ha choazet en doa anezhi evit patrounez he vro hag he rouantelez.


SONJIT ERVAD

Ar roue santel-ma en deuz meritet beza hanvet Abostol ann Hongrii dre ar boan en deuz kemeret evit gounit he holl zujidi da feiz Jezuz-Krist, ha kendelc’her goudeze ann devosion enn ho zouez. C’houi, tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, a c’hell meritout ive beza hanvet Ebestel ho tiegeziou, mar kirit ober evit ho pugale pe ho zervicherien ar pez en deuz great sant Stephan evit he bobl : da lavaret eo, ho c’helenn pe lakaat ho c’helenn egiz ma’z eo dleet var guirioneziou ar relijion, teuler evez ma vezint bepred aketuz d’ho deveriou a gristen, ha beza hoc’h-unan evitho eur skouer a bep seurt vertuziou.




ann trede devez a viz guengolo


SANT FIAKR, ERMIT
————


Fiakr a ioa ganet enn Irland a dud a lignez huel. Mes kuitaat a reaz he vro, hag hen c’hoaz iaouank-flamm, evit dont e Frans da ober he ermitach. O veza erruet e kear Mo, ez eaz da c’houlenn loja da di zant Faron, eskop ar gear-ze. Ann eskop-ma hen lojaz a galoun vad, hag a c’houlennaz outhan d’he dro euz a be leac’h oa, petra glaske dre eno ha pe hano en doa.

Ann divroad iaouank a respountaz : « — Ann Irland eo va bro ha bro va zud ; klask a rann eur plas evit beva