r zantez-ma a ioa gaaet e Viterb enn amzer ma rea
ann impalaer Frederik II, leshanvet Baro-Ruz, eur
vrezel sakrilach d’ann Iliz ha d’ar pab. Doue he joazaz,
hag hi c’hoaz iaouankik, evit difenn ar guir relijion a
enep ann heretiked a ioa a dud gant ann impalaer-ze, ha
krenvaat ar gristenien gatholik er feiz.
Ar c’homzou kenta a deuaz euz he ginou a oue ann hanoiou santel a Jezuz hag a Vari, har kenta tra a reaz pa c’hellaz bale he-unan a oue mont d’en em strinka d’ann daoulin dirak ar grusifi ha dirak imach ar Verc’hez. D’ann oad a dri bloaz e tigasaz adarre e buez eunn eontr d’ezhi hag a ioa maro eunn devez a ioa.
Ar brud euz ar mirakl-se o veza redet dre gear, ne oue ken kaoz gant ann dud nemed euz a Roza. Mes houma n’e ket plijout d’ann dud eo a glaske, mes plijout da Zoue. Epad c’houec’h vloaz dioc’htu e chomaz kuzet enn eur gamprik e ti he zad, hag eno e tremene he holl amzer o pedi, o labourat, hag o kastiza he c’horfik ken tener c’hoaz dre ar rusta pinijennou. Ne deue euz he c’hambr nemed evit mont d’ann iliz pe da vizita ar beorien.
Abarz ar fin e kouezaz klanv ha toc’hor zoken. Mes d’ann amgoent m’edo dija var he zremenvan, ar Verc’hez Vari he fareaz enn eunn taol kount enn eur lavaret d’ezhi guiska sae Trede-Urs sant Fransez hag en em lakaat da brezeg ar binijenn d’ar bobl. Prest goude, hor Zalver he-unan en em ziskouezaz dirazhi astennet var he groaz ha leun-c’hoad he gorf.
Roza a zentaz ouz ar Verc’hez. ha goude beza guisket sae Trede-Urs sant Fransez, setu hi da brezeg a vouez huel dre ar ruiou ha var ar plasennou evel propheted Israel guech all. Ne oa c’hoaz neuze nemed nao pe zek