Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/616

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

vloaz. Goulskoude ar bobl a zelaoue anezhi gant respet ; rak anat oa d’ann holl e komze ar Spered-Santel he-unan dre he ginou.

D’ar mare-ze, ez oa kalzik heretiked e Viterb. Ar re-ma a ieaz enn egar ouz Roza abalamour ma tiskoueze d’ezho sklear ne oa nemed gevier oc’h ho heul, hag edo ar virionez gant ar pab hag ann Iliz katholik. Klask a rejont ober d’ezhi tevel ; mes ne c’helljont ket dont a benn euz ho zaol. Neuze e poulzchont ar gouarner d’he c’has kuit euz a gear. Ar gouarner a roaz skouarn d’ezho, hag eunn devez Roza hag he zud o devoue urs da guitaat Viterb var ann heur. Hogen, ann dra-ma a ioa er goanv, hag ann henchou a ioa goloet a erc’h. Ar Zantez hag he zud a oue kollet enn eur dreuzi eur c’hoat, hag a jomaz hed ann noz da vale heb gouzout e pe leac’h edont. Tad ha mamm Roza a vouele ; mes hi a ioa bepred laouen : euruz oa abalamour ma c’helle gouzanv eunn dra bennag dre garantez evit Jezuz-Krist.

Antronoz evelato ec’h errujont e Soriano, ha kerkent ar Zantez en em lakeaz da brezeg adarre, Konsoli a eure tud fldel ar gear-ze enn eur lavaret d’ezho e varvche heb dale ann hini a rea brezel d’ann Iliz. Ar pez a lavare a deuaz da veza guir ; rak ann impalaer Frederik II a varvaz er bloaz-se d’ann trizek a viz kerzu.

Euz a Zoriano Roza a ieaz c’hoaz da veur a gear all, hag e peb leac’h ne ehane da alia ar bec’herien da zistrei ouz Doue ; poueza a rea ive var ar zentidigez a dle ann holl gristenien d’ar pab. Eunn droiad ec’h en em daolaz e kreiz eunn tan braz heb kaout drouk ebed, hag ar mirakl-ma a lakeaz eur zorserez keretik da zigeri he daoulagad da sklerijenn ar feiz.

Pa oue klevet e Viterb oa maro ann impalaer Frederik II, ar bobl a gasaz ar gouarner kuit, hag a c’halvaz Roza da zont enn dro. Ar Zantez a oue digemeret gant he c’henvroiz evel eur rouanez. Mes dija e devoa gounezet he c’hurunenn er baradoz, ha prest goude e varvaz, er bloaz 1252, oajet hebken a zaouzek pe drizek vloaz.