Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/621

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

gaout evit ober douar mad euz ar guerniou hag euz ann toullou-lagenn a ioa kent var dro Sithieu.

Goude beza gouarnet ar gouent-se epad seiz vloaz hag hanter-kant, sant Bertin a roaz ann dilez euz he garg, hag a lakeaz eunn all da abad enn he blas. Divar neuze e tremene he holl amzer enn eur chapelik en doa savet enn henor d’ar Verc’hez e kichen ar vered. O c’houzout erfin e tostea he heur diveza, ec’h asamblaz he venac’h enn dro d’ezhan, ha goude beza lavaret d’ezho chom el leac’h ma edont ha kendelc’her da zervicha Doue evel a reant, e varvaz e peoc’h d’ann 9 a viz guengolo euz ar bloaz 709, oajet a ouspenn kant vloaz.


SONJIT ERVAD

Ann holl n’int ket galvet gant Doue da guitaat ar bed ha da vont d’ar gouent ; mes ann holl a dle labourat d’en em zantifia ha da zavetei ho ene, enn eur ren, peb hini enn he stad, eur vuez e guirionez kristen. Hag evelse eo a rit-hu ? Ha poania a rit-hu e guirionez da drec’hi hoc’h ioulou fall ha da bellaat dioc’h ar pec’hed ha dioc’h kement tra a zoug d’ar pec’hed ? Ma ne rit ket, n’emaoc’h ket var hent ar baradoz, ha ma n’emaoc’h ket var hent ar baradoz, diouallit !... Ann hent all eo hent ann ifern ; rak n’euz nemed daou hent evit ann den er bed-ma. Hervez ann hini o pezo heuliet epad ho puez c’hui a gavo, d’hoc’h heur diveza, euruzdet pe boaniou nag a bado da viken.




ar seizved devez a viz guengolo


SANTEZ REN, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————



Ar zantez-ma a ioa ganet e kear Aliz er Bourgogn, a dud a lignez huel. He zad hag he mamm a ioa paianed ho daou ; mes he mamm a varvaz enn eur lakaat anezhi er bed, hag ar vaouez a oue klasket d’he maga a ioa kristenez, hag eur gristenez vad. Houma he c’helennaz abred var guirioneziou ar feiz, ha d’ann oad a nao bloaz e oue badezet heb gouzout dare d’he zad. Divar neuze Ren n’e devoue mui ken ioul nemed da blijout da Jezuz-Krist, ha prest goude e reaz he zonj da jom bepred guerc’hez.