Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/652

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

buez sant Eustach a zo daou desteni kaer euz ar virionez-se. Ma ne espern ket he vrasa mignoned, ne vank ket ive d’ho c’hennerza. Rak-se, ma vec’h skoet ganthan, n’o pezet aoun ebet : he zourn madelezuz a zo goest da barea gouliou ar galoun koulz ha re ar c’horf.




ann unan var ’nn ugent a viz guengolo


SANT VAZE, ABOSTOL
————



Evit diskouez d’eomp oa deuet var ann douar dreist peb tra evit savetei ar bec’herien, ha n’ez euz stad ebed a gement ne c’hellfe ket esperout kaout perz enn he drugarez, Jezuz-Krist a blijaz ganthan choaz evit unan euz he ebestel eunn den hag en doa doare da veza ann nebeuta din euz a eur c’hras ker kaer.

Ann den-ze oa Maze, unan euz ar publikaned, da lavaret eo, euz a reseourien ar guiriou a veze savet divar ar bobl. Ann dud-ma a dremene peurvuia evit tud digoustians hag heb relijion. Eunn devez m’oa azezet enn he vuro, hor Zalver a lavaraz d’ezhan enn eur vont ebiou : « — Deuit d’am heul-me. » Kerkent Maze a oue gounezet he galoun, hag a guiteaz he vuro evit heul Jezuz.

Prest goude e pedaz hor Zalver da leina enn he di, ha Jezuz a ieaz asambles gant he ziskibien. Hogen, el lein-ze ez oa ive kalz publikaned, mignouned da Vaze, hag ar pharizianed a gave abeg enn dra-ma, hag a lavare da ziskibien hor Zalver : « — Perak ez a ho mestr-c’houi da leina evelse gant ar bec’herien ? » Mes Jezuz, o veza klevet petra lavarent, a respountaz : « — N’e ket ar re iac’h, mes ar re glanv, eo o deuz ezomm euz ar medisin. N’ounn ket deuet da c’helver ar re just,