Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/660

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

korn a ioa er bed, ha guelet e oue ennhan eur maread tud santel ha karantezuz hag a implije ho holl amzer o tastum aluzennou etouez ar gristenien fidel evit prena ar gaptived geiz. Avechou e choment ho-unan e kaptivite e plas ar re ne c’hellent ket paea ho ransoun.

Hogen, enn avis trugarekaat Doue hag ar Verc’hez evit eur c’hras ker kaer, ann Iliz e deuz lakeat selebri, da genver ann deiz-ma 24 a viz guengolo, eur gouel hag eunn offis a gostez dindan ann hano a c’houel hag offis ann Introun-Varia-a-Druez.


SONJIT ERVAD

Truezuz braz oa stad ann dud keiz dalc’het enn esklavaj gant ar baianed ; rak, ouspenn m’o devoa kalz poan ha dienez da c’houzanv, danjer a ioa ive evitho da goll ar feiz ha da zaoni ho ene. Eunn dra gaer oa eta rei aluzenn pe labourat da derri ho jadennou.

Beza esklav d’ar pec’hed ha d’ann drouk-spered a zo c’hoaz kalz goasoc’h eget beza kaptiv etouez ann Turked. Mar d-oc’h eta kouezet enn esklavach-se, pedit ive ar Verc’hez da gaout truez ouzhoc’h evel m’e devoue truez guech all ouz ar gaptived kristen a ioa etre daouarn ann Turked. Gant sikour Mari, refuch ar bec’herien, e vezo eaz d’ehoc’h terri ar chadennou a zo o liamma hoc’h ene, ha goudeze e c’hellot kerzet adarre gant joa var hent ar baradoz.




ar pemped var ’nn ugent a viz guengolo


SANT KLEOPHAS, MERZER
————



Kleophas a ioa unan euz a ziskibien Jezuz-Krist, o chom e Emmaus, diou leo dioc’h Jerusalem. Eunn diskib all hag hen a ioa o vont di dioc’h ann abardaez, enn devez m’oa savet hor Zalver euz a varo da veo, p’en em ziskouezaz Jezuz enn ho c’hichen evel eunn den hag a ioa o vale dre ar memes hent gantho. Mes hi ne anavezchont ket ho Mestr, hag a gendalc’haz da gaozeal entrezho divar benn ar pez a ioa nevez erruet e Jerusalem.

Neuze hor Zalver a c’houlennaz outho : « — Euz a