Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/675

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ioa karget euz ann oleo sakr n’en doa ket gellet tostaat, kement a dud a ioa enn iliz. Neuze Remi a reaz eur bedenn da Zoue, ha kerkent e tiskennaz euz ann env eur goulm guenn-kann, eur vuredad oleo mirakuluz ganthi enn he beg. Ar Zant a verkaz penn Klovis gant ann oleo mirakuluz-ma, hag ar pez a jome er vured a zervichaz hiviziken da zakri rouaned Frans ; rak ar vured-se a oue miret ato e Reims gant kalz a respet.

Diou c’hoar da Glovis ha tri mil den euz he arme a oue badezet er memes devez. Sant Remi a boaniaz da skleraat sperejou ar re a zalc’he c’hoaz d’ho doueou faoz, ha gant sikour ar roue e teuaz a benn da c’hounit ann darn vuia anezho da feiz Jezuz-Krist. Abalamour da ze en deuz meritet beza hanvet Abostol ar Fransizien.

Ar zant-ma a ioa brudet dre he viraklou. Eunn droiad e tigasaz adarre e buez eur plac’h iaouank hag a ioa nevez maro, hag eunn droiad all e roaz ar prezeg da eunn heretik hag a ioa deuet da veza mud enn eunn taol kount. Erfin, goude beza gouarnet he eskopti epad ouspenn dek vloaz ha tri-ugent, ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou, d’ann trizek a viz genver euz ar bloaz 533, er pevarzekved blavez ha pevar-ugent euz he oad.


SONJIT ERVAD

Enn he brezegennou sant Remi en em zave dreist peb tra a enep ar pec’hejou vil ha mezuz. Rezoun en devoa ; rak ar seurt pec’hejou-ze, ouspenn ma lakeont ann den da goueza e renk al loaned, hag izeloc’h ken, a gas anezhan var ehun d’ann ifern. Karomp eta ar burete, ha bezomp ato var evez evit en em ziouall dioc’h kement tra a c’hellfe beza kountrol d’ezhi. O purete, o chastete, o vertuz ann elez, peger kaer oc’h-hu ! Pegen din oc’h-hu da veza karet ! Pegement e plijit-hu da Zoue, ha pegen talvouduz oc’h-hu evit ann den !