Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/676

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann eil devez a viz here


GOUEL ANN ELEZ-GARDIAN
————



Ar relijion a zesk d’eomp e ro Doue eunn eal da bep hini ac’hanomp evit hon diouall hed hor buez var ann douar. « Doue, eme ar prophet Daniel d’ann dud euz he amzer, en deuz gourc’hemennet d’he elez beilla varnhoc’h bep kammed a reot. » Ha Jezuz-Krist a lavar ive enn aviel : « — Lakit evez na veac’h kaoz d’ar vugale da offansi Doue rak ho elez a vel ato va Zad a zo enn env. »

Ar gredenn-ze a zo bet hed ar vech kredenn ar Iuzevien guech all ha kredenn ar gristenien var ho lerc’h. Evelse, Judith a lavare pa erruaz e Bethulii goude beza lazet Holophernes : « — Eal Doue en deuz va diouallet epad m’edon o vont ac’hann, keit ha m’ounn bet etouez ann Asirianed, hag epad m’edon o tont enn dro. » Evelse c’hoaz, pa skoaz sant Per var dor ti Iann Mark, e Jerusalem, enn noz m’oa bet tennet euz he brizoun, ann dud fidel a ioa enn ti-ze a zonjaz da genta n’e ket hen oa, mes he eal hebken. Eur plac’h iaouank, o veza eat da gichen ann or hag o veza anavezet mouez ann Abostol, a ziredaz da lavaret d’ezho : « — Per a zo ahont. » Mez hi a respountaz raktal : « — C’houi zo sot, n’e ket Per eo, he eal ne d-eo ken. »

Peb hini ac’hanomp en deuz eta eunn eal evit he ziouall ha delc’her koumpagnunez d’ezhan epad ar vuez-ma, hag ann eal-ze a hanver ann Eal-Mad pe ann Eal-Gardian. Mes pe seurt sikour a ro d’eomp hon Eal-Mad pe hon Eal-Gardian ?

Rei a ra d’eomp a bep seurt sikouriou. Da genta, e ped evidomp. Ar prophet Zakarias guech all a glevaz eunn eal o lavaret d’ann Aotrou Doue : « — Ac’hann da beur, o roue ann armeou, e taleot-hu da bardouni da Jerusalem ha d’ar c’heariou all a Juda m’oc’h euz diskouezet