Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/677

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

kaout drouk outho ? Setu ama dija ann dekved blavez ha tri-ugent abaoue m’int kouezet enn eur stad reuzeudik meurbed. » Kerkent ann Aotrou Doue a respountaz e pardounje da Jerusalem hag e vije savet he di eno a nevez. Enn histor Job e lennomp ive ar c’homzou-ma, lavaret gant Eliu : « — Mar komz eunn eal evit ann den keaz, Doue en devezo truez outhan hag a lakai fin d’he boaniou. »

D’ann eil, hon Eal-Gardian a ginnig da Zoue hor pedennou hag hon oberiou mad. Ann eal Raphael a lavaraz da Dobias koz, goude m’oa distroet d’he di asambles gant he vab : « — Pa bedac’h enn eur vouela, ha pa’z eac’h enn noz da zebelia ar re varo, me a gase ho pedenn betek tron ann Aotrou Doue. » Hag ann abostol sant Iann, o veza bet douget a spered enn env epad m’edo enn enez Pathmos, a velaz a benn diou vech elez o kinnig da Zoue pedennou ann dud fidel.

D’ann trede, hon difenn a ra a enep ann drouk-spered. Ann diaoul, eme ann abostol sant Per, a zo ato enn hor c’hichen o klask ann tu da daga hon ene. Mes hon Eal-Mad n’hor c’huita ket ken nebeut, hag hor zikour da veza treac’h d’ann diaoul, enn eur lakaat ac’hanomp da zizelei he finesaou ha da bellaat dioc’h ar pec’hed, pe enn eur zigas enn hor spered ar zonj euz a Zoue, euz ar baradoz hag euz ann ifern, pe enn eur obten d’eomp grasou nerzuz da harpa hor zempladurez. Pa vezimp var hon tremenvan, neuze dreist holl hon Eal-Mad ne esperno netra evit miret ouzomp da goueza enn dizesper ha d’en em goll da viken, ha pa’z aimp dirak hor barner, e teui ive ganeomp evit difenn hor c’haoz a enep ann drouk-spered. Erfin, mar bezomp koundaonet d’ar purkator, hon Eal-Mad a deuio di ive d’hor guelet ha d’hor c’honzoli.

D’ar pevare, hon Eal-Gardian a ziouall ac’hanomp pa vezomp e riskl da gaout eunn drouk bennag. Ped guech marteze, enn hor bugaleach hag abaoue zoken, eo bet dare d’eomp beza lazet, devet, beuzet pe goall-c’hlazet, heb na c’houiemp hon-unan, ha n’euz bet nemed hon Eal-Mad oc’h hon diouall ?