Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/682

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Eunn devez m’edo eno o klevet ann offerenn, e remerkaz ar c’homzou-ma euz ann Aviel : « — N’o pezet nag aour, nag arc’hant, na mouniz enn ho kodell, ha pa’z eot enn hent, ne gasit ganehoc’h na bisac’h, na diou zae, na boutou, na baz ebed. » Kemeret a eure ar c’homzou-ze egiz pa vijent bet lavaret d’ezhan enn he bart he-unan, ha raktal e laoskaz he voutou hag he vaz, hag e tennaz he zillad ordinal evit guiska eur zae hirr, a glozaz enn dro d’he gorf gant eur gordenn. D’ar mare-ze edo o ren he eiz vloaz var’nn ugent.

Var gement-se ec’h en em lakeaz da brezeg ar baourentez hag ar binijenn e peb leac’h, ha dre nerz he brezegennou e c’hounezaz da Zoue eunn niver braz a bec’herien. Hiniennou a c’houlennaz dont da zeski ganthan ar feson da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez, ha Franses ho resevaz hag a skrivaz evitho eur reolenn a vuez.

Hervez ar reolenn-ma, e tlient bale ato diarc’henn, dougen eur zae hebken ha beva bepred divar ann aluzenn heb kaout morse netra var ho hano. Ar Zant a ieaz he-unan da Kom da ziskouez d’ar pab ar reolenn a vuez en doa skrivet evit he ziskibien. Hogen, ne oue ket selaouet da genta. Mes, enn noz varlerc’h, ar pab en devoue eunn huvre, hag enn huvre-ze e velaz iliz Latran prest da goueza ha Fransez o skora anezhi gant he ziouskoaz. Antronoz-vintin ec’h hastaz gelver ar Zant, ha goude beza he vriatet gant karantez, e lavaraz d’ezhan n’en doa nemed meuleudi da rei d’ar pez en doa great.

Fransez, o veza distroet da Asiz, a velaz niver he ziskibien o kreski kement a zeiz da zeiz ma renkaz, e nebeutoc’h eget tri bloaz, sevel ouspenn tri-ugent kouent evit ho loja. Ar Zanta ioa ken humbl ma felle d’ezhan ne vijent hanvet nemed ar Breudeur Bihan ; mes abaoue int anavezet e peb leac’h dre ann hano a Venac’h euz a Urs sant Fransez.

Ar zant-ma a zavaz eunn Urs all evit ar merc’hed, hag eunn all c’hoaz, hanvet Trede-Urs ar Binijenn evit ar re holl, goazed pe verc’hed, ne c’hellent ket kuitaat ar bed. Ar pez a glaske dreist peb tra oa lakaat ann dud d’en em