Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/687

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

zinifi e brezounek : « Respountit d’inn », ann den maro-ze a lavaraz krenv gant eur vouez spountuz : « — Tamallet ounn gant justis Doue. » Ann holl a oue ker strafillet o klevet kement all ma oue lezet ann enterramant da ober betek antronoz. Hogen, antronoz, pa errujot adarre gant ar gentel Responde mihi, ann hini maro a respountaz krenvoc’h eged enn derc’hent : « — Barnet ounn gant justis Doue. » Var gement-ma e oue gortozet c’hoaz ann devez varlerc’h abarz achui ann enterramant. Mes enn devez varlerc’h ann hini maro a respountaz d’ar memes komzou gant eur vouez skrijusoc’h eget biskoaz : « — Koundaonet ounn gant justis Doue. »

Eunn dra ken estlammuz a skoaz eunn taol pounner e kaloun Bruno ; rak he-unan edo enn enterramant-se, ha klevet a eure freaz ann doktor braz o lavaret oa tamallet, barnet, hag erfin koundaonet gant justis Doue. Raktal e reaz he zonj da guitaat ar bed, hag ez eaz da gaout sant Hug, eskop Grenobl, gant c’houec’h euz he vignouned.

Sant Hug a roaz d’ezho meneziou, hanvet Chartreuz, el leac’h ne oa nemed kerrek ha loaned gouez. Ho c’has a eure di he-unan, ha Bruno hag he c’houec’h koumpagnoun a zavaz eno eur chapel enn henor d’ar Verc’hez, ha seiz toullik-ti, unan evit peb hini anezho. Ann ermitach a ioa e kreiz etre teir garrek vraz hag e kichen eur feunteun, hag ann ermited ne deuent morse ac’hano. Tremen a reant ho amzer o labourat hag o kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue. Bemdez e iunent, ha ne zebrent morse a gig, ha pa vijent goall-glanv zoken. Ne event nemed dour, ken nebeut, pe zour livet gant eur banniik guin. Dougen a reant bepred eur porpant reun, ha ne gomzent ann eil ouz egile nemed oc’h red, ha peurvuia dre zin.

Goulskoude, euz ar zeiz ermit ma’z oant da genta, Bruno oa c’hoaz ann humpla hag ann hini a rea ar muia pinijenn. Abalamour da ze e oue choazet gant ar re all evit ho zuperior, hag evelse e teuaz da veza ar foundatour euz a eunn Urs nevez a venac’h, hanvet Char-