maro ganthan, hag a veac’h en doa ho resevet ma tremenaz sioulik d’ann 12 a viz here euz ar bloaz 1604, oajet a bevar bloaz ha tri-ugent.
Ma tle ann holl diouall da ober d’ho nesa ar pez ne garfent ket a ve great d’ezho ho-unan, ar breudeur hag ar c’hoarezed o deuz c’hoaz goasoc’h pec’hed pa ne viront ket al lezenn-ze ann eil e kenver egile. Mar d-oc’h eta ar c’hosa euz a eur vandenn vinored, taolit evez na rafac’h d’ezho ar pez a oue great d’ar zant-ma gant he vreur ; rak ne ve ket brao d’ehoc’h mont dirak Doue gant eunn hevelep samm var ho koustians.
r zant-ma a ioa mab da Ethelred, roue Bro-Zaoz, ha
niz da zant Edouard, roue ha merzer. Ann Danemarkiz
o veza saillet var rouantelez he dad gant eunn
arme vraz, enn amzer ma’z oa c’hoaz krouadur, he vamm
a deuaz ganthan e Frans da di ann duk a Normandi, he
breur, hag eno e tremenaz he iaouankiz. Hogen, he vuez
a ioa ker pur ma ne veze great nemed ann Eal anezhan.
He vrasa plijadur oa pedi Doue, mont d’ann Iliz da glevet ann offerenn, ha kaozeal a draou santel gant ar venac’h hag ar veleien. Gant ann dra-ze e veze ato chentil ha karantezuz e kenver ann holl, ha morse n’ez ea drouk ennhan. N’edo ket e chal ken nebeut gant madou hag henoriou ar bed-ma, ha lavaret a rea oa guell ganthan chom hep beza roue ma renkche skuill goad he nesa ha laza tud evit pignat var ann tron.
Goulskoude ar Zaozon hen anavezaz evitho roue anezho ho-unan, goude maro ar brinsed euz ann Danemark o doa kemeret rouantelez he dad dre nerz ho armou. Raktal e tistroaz d’he vro, hag o veza bet sakret e Wesminster,