da ober brezel da C'hrasian. Rak diskennet oa var douar Frans gant eunn arme a gant mil den ; mes ar zoudarded-se n’oant ket holl soudarded romen : eunn dek pe zaouzek mil Bretoun a ioa ive enn ho zouez, ha kabiten ar re-ma oa Konan Meriadek.
Hogen, Maksim a rekoumpansaz ar Vretouned hag ho c’habiten enn eur rei d’ezho ar vro a zo etre Roazon hag ann Naoned dioc’h eur penn, ha Brest ha Montroulez dioc’h ar penn all. Ar vro-ze a ioa hanvet Arvorik d’ann ampoent ; mes abaoue eo hanvet Breiz Vihan pe Vreiz hebken ; rak pell zo ne reer mui nemet Bro-Zaoz euz a Vreiz Vraz.
Konan Meriadek hag ar Vretouned all a ioa deuet asambles ganthan da heul Maksim a gemeraz peb hini he lod euz ar beg douar a ioa roet d’ezho. Mes var ar beg douar-ma oa rouez ann dud d’ar mare-ze, ha goulskoude Konan hag ar Vretouned all a ioa c’hoaz potred iaouank ann darn vuia anezho, hag o doa c’hoant da fortunia.
Ann impalaer Maksim en doa c’hoant ive e timesjent, ha setu hen ha skriva da Vreiz Vraz da c’houlenn merc’hed evitho. Evit Konan, ho c’habiten, ann impalaer a c’houlenne dre he hano ar brinsez Ursula, merc’h d’ar roue Dionok.
Eunn hevelep goulenn ne oue ket kavet dizoare e Breiz Vraz, ha raktal e oue klasket e kement korn a ioa er vro merc’hed iaouank da zigas da Vreiz Vihan. Ar roue Dionok he-unan a roaz he asant evit he verc’h, hag unnek mil blac’h iaouank a oue dastumet e kear Loundrez ha lakeat goudeze asambles gant Ursula el listri a ioa eno ouz ho gedal.
Mes, pa oue diblaset al listri-ma, e savaz goall amzer hag avel gountrol, hag e leac’h mont etrezek Breiz Vihan, e ouent poulzet etrezek ann Allemagn. Erruout a rejont enn eur porz-mor hag a ioa ennhan d’ann ampoent eunn arme a baianed, deuet dioc’h kostez ann Hanter-Noz da zikour ann impalaer Grasian d’en em zifenn a enep Maksim.
Ar guel euz a gement all a listri karget a verc’hed iaouank a lakeaz goad ar baianed-se da virvi gant tan ar